Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A64. Boned ganti ? Ur boned ganti ?

Distreiñ d'al listenn

Un nebeud sizhunioù zo em boa kinniget treiñ « ...avec un pantalon déchiré sur la fesse... », hag e-mesk troidigezhioù reizh (ur bragoù diroget war e feskenn gantañ) em boa resevet ivez troidigezhioù hep ar ger-mell (*bragoù diroget...). Ha setu ar goulenn a glaskin respont dezhañ hiziv :
Pegoulz e c'heller tremen hep ar ger-mell pa vez kaoz eus ur pezh dilhad ?

E c'heller implijout an anoioù dilhad hep ger-mell pa vez ar pezh dilhad-se ur seurt arouez evit e berc'henn : arouez un oad, un orin, ur stad, etc.

Arouez un oad :
Soñj 'm eus eus da dad, sae gantañ c'hoazh (oad < 3 bloaz. Ar memes saeoù a veze lakaet gwechall d'ar baotred ha d'ar merc'hed bihan, keit ma ne oant ket prop). Lavaret e vo, 'vat : ur sae lous a oa gantañ (al loustoni eo a gont amañ, neket an oad).
Honnezh a deue da gerc'hat laezh du-mañ, koef ganti dija, goude ma oa bihan (oad > 12, 13 vloaz. Goude o fask kentañ eo e veze lakaet koefoù d'ar merc'hed).
Kemeret e oa bet da vatezh er Gosker, hag hi boned ganti c'hoazh (araok he 12 vloaz).

Arouez un orin :
Gwelet e veze o paseal hebioù d'an ti, koef Sizun ganti war he fenn.
E-kichen se e vo lavaret : aet e oa d'ober hec'h inosantez da Veurlarjez, ur c'hoef Sizun ganti war he fenn (treuzwisket gant ur c'hoef).

Arouez ur stad :
Hennezh a veze gwelet er vourc'h, soutanenn gantañ (peogwir e oa kloareg).
Ha koef dantelezh ganti war ar pemdez, mar plij ! (evit diskouez ne oa ket e-touez reuzeudien ar barrez).

A-hend-all e ranker implijout ur ger-mell pe un anv-gwan perc'hennañ :
Deuet e oa en-dro deus Landerne, ur porpant divalav gantañ war e gein.
Gwisket en doa ur bragoù liv kriz, euzh !

Marteze e kavoc'h liv ar c'hozh gant ar pennad-mañ, mes evel-se emañ kont : ar blue-jeans, ar rangers n'int ket arouezioù hiziv, er c'hontrol d'ar pezhioù-dilhad gwechall.

Poell. Treiñ : Je crois que j'ai vu le fantôme de ta grand' mère ; elle portait un blue-jeans à fleurs, comme au début des années soixante-dix.