Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A63. Verb damskoazellañ displeget e penn ur frazenn (2)

Distreiñ d'al listenn

B) Ar verb damskoazellañ mont + da a vez klevet stank e Treger ha Kerne Uhel e penn kentañ ar frazennoù, evit un amzer da zont tost, ar peurliesañ :
Ec'h an da cheñch park d'ar saout.
Ec'h ez da welet ! (evit ur gourdrouz, alies)
E ya da sklaeraat. (J. Gros)
Klevet e vez ivez ar stummoù ec'h an, etc, hep un anv-verb d'o heul, mes kalz nebeutoc'h : ec'h an kuit, ec'h an war-raok ! ‒ e-kichen (e)c'h an d(a v)ont = je m'en vais, j'y vais ! ‒, ec'h an deus an eil kaoz d'eben (J. Gros).

C) Verboù damskoazellañ all displeget e penn ur frazenn.

1) Rankout a vez implijet kalz e Nord Kerne, kalz stankoc'h eget ret eo...
E rankan froc'hañ ma stamm, bremañ.
E ranker bezañ sod evit/a-benn krediñ istorioù a seurt-se ! (= il faut être...)

2) Dleout a vez klevet er Gornaoueg, dreist-holl en doare divizout.
E tlefes kavout pri amañ en ur doullañ (= tu dois, tu devrais trouver... N'eo ket sur, mes chañsoù zo e kavi...)
E tlefe dit mont aliesoc'h da welet da dad-kozh (= tu devrais : amañ eo un dever, prop e vefe dit mont aliesoc'h...)

3) Gallout. Graet e vez an diforc'h etre e c'hellez ha gallout a rez er Gornaoueg :
E c'hellan prestañ dit dek lur (Kontant on da brestañ, ne vin ket falloc'h o prestañ... Ur c'hinnig eo.)
E c'helli kas ac'hanon d'ar gar warc'hoazh da seizh eur ? (Ne vi ket direnket o sevel ken abred-se ? Klevet e vez mar plij kazimant er goulenn-se.)
E-skoaz se e lavarer :
Gallout a ran sevel ma brec'h bremañ (tennet eo bet ma flastr, lakaomp...), ha neket : e c'hellan sevel...
Gallout a ri dibradañ ar brabant dre e skouarn ? (a-walc'h a nerzh az po da zibradañ...) ha neket : e c'helli dibradañ...
Keñveriañ gant ster ar verb pouvoir en div frazenn : je peux te prêter mon stylo ha je peux encore faire 100 km à vélo.

Poelladenn. Treiñ : Tu vas creuser ici ? Tu devrais tomber sur du granite solide, à mon avis. Enfin, je serai là pour sécher la sueur de ton front...