Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A41. Ar verb goulenn

Distreiñ d'al listenn

E brezhoneg, muioc'h eget e galleg, e vo ret implijout an araogennoù en un doare reizh ; meneget am eus dija implij sius troioù-lavar evel *komz outo, e-lec'h komz anezho pe komz deus oute. E-pad teir pe beder sizhun 'm eus lennet war YA evedor o klask unan bennak da *reiñ un tañva d'ar brezhoneg, ha bep gwech on chomet bout da gompren se, rak ma c'heller reiñ un tañva (eus un dra bennak) d'un den pe d'ul loen, ne welan ket petra a sinifi *reiñ un tañva d'ur yezh.

Goude verboù zo e c'heller implijout ar renadennoù dieeun (compléments indirects) gant meur a araogenn, pep hini anezhe o tegas un arliv disheñvel. Hiziv em eus kemeret ar verb goulenn.

1) *Goulenn udb da unan bennak, troidigezh feal ar galleg demander qqchose à qqun, zo ur fazi.

2) Pa glasker kaout un dra bennak a zo gant unan bennak, a zo en e gerz, e lakaer digant peurvuiañ :
Perak ne 'z poa ket goulennet kant lur diganin ? Moneiz 'walc'h a oa ganin.
Goulenn e gontell digant Cheunig, disoñjet 'm eus kemeret ma hini.

3) Pa c'hortozer ur respont dre gomz, pe pa c'houlenner un ober bennak, e reer ar peurliesañ gant gant :
Goulennet 'poa gantañ da bet eur e teufe ?
Goul ganti pe oad eo, hag e ouezi !
Goulenn a ran ganeoc'h bezañ amañ warc'hoazh da nav eur.

4) Pa vez chañsoù bras e vefe nann ar respont, pe riskoù da vezañ kaset da stoupa, ec'h implijer ouzh :
O, me ne yin ket da c'houlenn traoù e-giz-se outi !
Petra 'oan aet da c'houlenn outañ dija, hag e oan bet kaset pizh ha prop da gac'hat !

Pa oan bihan, e fin an oferenn bred, e veze kanet an Añjeluz, a echue ordin gant ar pozioù-mañ :
Da c'houlenn ouzh Jezuz / deomp ur marv evurus.
Soñj am eus bezañ bet goulennet gant ma mamm-gozh ar perak eus an ouzh-se, hag he doa respontet din : Peogwir n'eur ket sur tamm ebet penaos ec'h echuio, pezh a oa fur a-walc'h.