Kentelioù yezhadur Yann Gerven

A6. Sav ha debout

Distreiñ d'al listenn

E galleg e vez implijet ar ger debout gant meur a ster :

a) Diouzh ar mintin, pa welit an holl diegezh, azezet ouzh taol, gant o dijuni, e c'hellit souezhiñ : Tiens, tout le monde est debout ! E brezhoneg : Sell, savet eo an dud, emañ tout an dud war-sav, emañ an dud war vale !

b) Evit stad un den, un dra ha n'eo ket nag azezet na daoubleget, etc., debout = e-sav.
Ur sac'h goullo ne chom ket en e sav. An hini a choma en e sav / Na risko na rampo ne ra (Kanton Kallag). En em lakit en ho sav ! (Hag ivez : savit en ho sav !)

c) Pa vez kaoz eus un ober, e kaver debout = diouzh e sav, deus e sav.
'M eus ket amzer da azezal, debriñ a rin an tamm-mañ deus ma sav.
Ur vicher stenn eo, pa ranker labourat diouzh e sav eizh eur bemdez.
N'out ket oblijet da gontañ da istor deus da sav, kadorioù zo !

d) Al labourerien douar ne gemeront ket atav ar boan da droc'hañ o eost pe o fasturennoù :
Hag an ed a vo gwerzhet bremañ diwar o sav (J.G.)
Me 'lakfe peuriñ an irvin-korz-se diwar o sav. (= sur pied)

e) a-sav = à l'arrêt, chom a-sav = s'arrêter.
Abaoe pemzektez emaint a-sav gant o chantier.

Notenn war an distagadur : E Leon ha Kerne (dre vras) e vez klevet : /sa:/ pe /za:/ e a-sav, e-sav, deus e sav ; /sao/ pe /zao/ e war-sav, sav 'ta ! ; /sav/ pe /zav/ pa vez displeget ar verb sevel : pa sav an dud (/za.v/).

Lenn ivez : J. Gros, levrenn II, p. 457.