Kavout a reot hor produioù da brenañ er stalioù-levrioù. A-wechoù avat e ranker goulenn digant ar werzherien urzhiañ anezhe.
Gallout a rit ivez urzhiañ anezhe enlinenn : Bannoù-Heol – Klask.com – Coop Breizh
Oberennoù TES a vez kaset digoust d’ar skolioù. Ne vezont ket roet d'ar vugale hag e rankont chom er skolioù a vloaz da vloaz.
Goulennit an dafar ho peus ezhomm dre hol lec'hienn. Ne vo ket degemeret goulennoù dre e-mail, na dre lizher, na dre bellgomz.
Kasit ur goulenn-dafar hollek. Renablit ezhommoù ho skol, ho skolaj pe ho lise. Ur wezh klokaet al listennad oberennoù, grit ur gourc’hemenn, hag unan hepken, war-eeun enlinenn. Kaset e vo keloù deoc’h dre e-mail diouzhtu pa vo degemeret ho koulenn-dafar.
Daou zoare da choaz an oberennoù evit lakaat anezho e-barzh ho paner :