TES – Ti-embann ar skolioù

Prest eo al lizhiri evit an Tad Nedeleg ?Distreiñ d'al live a-us

Ar vugale a c'hall skrivañ d'an Tad Nedeleg e brezhoneg. Aozet eo kement-mañ gant ar gazetenn Le Télégramme. Warlene e oa bet embannet ar gwellañ lizhiri war ar bajenn « Spered ar Vro » d'ar Yaou.

Un digarez da lakaat ar skolidi da skrivañ ul lizher e brezhoneg. Memes evit ar re ne gredont ket ken en Tad Nedeleg. Sellit ouzh ar c'huzulioù bet embannet nevez zo war an Télégramme.

Lizhiri da gas a-raok ar 17 a viz Kerzu* : Lettres de Noël en breton, Le Télégramme & Vous, BP 67243, 29672 Morlaix Cedex / Montroulez pe dre bajenn Facebook.

* Skrivet eo « 9 décembre » er pennad met an termen zo bet kaset eizhtez war-lerc'h.