• Gant François Caroff
• Tennet eus Frankiz + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Frankiz
Kanet gant François Caroff, war don Fais du feu dans la cheminée. Lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella diwar ur ganaouenn savet e galleg gant soudarded bet en Aljeria.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Diskan :
Bro-Aljeria, bro an heol,
Dalc’homp soñj atav
Eus hor mignoned aet da goll
Ken pell diouzh o bro.
E-bourzh al lestr en ur guitaat Marseille
A-hed an enez Kastell-Ivin
Ne oa ket ganeomp kalz a varvailh
O soñjal hon defe gwall fin.
Edomp krog en ur wall droiad
En tu all d’ar mor, d’an estrenvro,
Pep hini gantañ kalonad
Ha dont a rafe bev en-dro.
Douaret e Bro-Afrika,
Pep soudard en e gompagnunezh,
A glask lakaat ar freuz da chom a-sav
Hag an urzh da ren a-nevez.
War harzoù Bro-Tunizia,
E Bro-Aures, e kêr Aljer,
Er penn pellañ d’ar Sahara,
Er Djebel, pe en Oran e ve.
An eil re war-lerc’h ar re all
Ez eomp a-ruzoù dre ar vro.
Ar fellaghaed en noz teñval
A skign ar spont hag ar marv.
Tennoù fuzuilhoù o strakal,
Chomomp a-sav, deomp da guzhat !
Paket omp brav, graet hor stal,
Tud a bep tu ’varvo timat.
E-bourzh al lestr en ur zont d’ar Frañs,
D’Aljeria laromp kenavo.
Bennozh Doue, ni ’n eus bet chañs
Da zont en-dro beo d’hor bro.
Sellit ahont, an Itron varia
Hon degemer diouzh ar brezel.
War-lerc’h an anken, ar joa,
Distroet omp da vreizh-Izel !