Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Paotr e gaoter (kontadenn)

Gant strollad Kallag
Tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus War al leur-c’hoari (levr-CD)

Ur pezh-c'hoari tennet eus ar gontadenn L'homme marmite dastumet gant Fañch an Uhel, kempennet gant Goulc'han Kervella.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

A-RAOK C’HOARI

Ar C’honter
Ur wezh e oa, ur wezh ne oa ket
Hag ur wezh e oa memes tra.
Bez’ zo bremañ pell amzer
D’ar c’houlz m’o devoa dent ar yer.
Ur wezh e oa un denig kozh manet intañv gant teir merc’h yaouank. Un tammig douar a zalc’hent, hag a vevent dioutañ. Ar merc’hed a laboure bemdez er park, hag o zad deuet da vezañ kozh, a chome er gêr, da ober war-dro al loened. Met bemdez ez ae da welet anezhe, tro pe dro.


DIVIZ 1

Gwelet e vez an teir merc’h o labourat er park. Mont ha dont a reont gant bec’hioù pounner war o c’hein. Erru eo o zad…

An Tad. — Mat eo, ma merc’hed. Labour vat ho peus graet. Dalit amañ ur bannac’h sistr !

Ar Merc’hed. — Trugarez, hon zad !

Ar C’honter. — Erru ez eus un aotrou gwisket kran, nemet gwall dapet eo : bez’ emañ e benn a-dreñv hag e zivesker en ur gaoter vras. Gant poan e rank bale.

An Aotrou. — Demat deoc’h, ma den mat.

An Tad. — Ha deoc’h ivez, Aotrou.

An Aotrou. — Brav ha kaer eo an amzer, hirie, ha dont mat a ra ho kwinizh ?

An Tad. — Dont mat a-walc’h a ra, Aotrou, dre c’hras Doue.

An Aotrou. — O vont da welet ho merc’hed ’maoc’h, moarvat. Anavezout a ran anezhe. Merc’hed koant ha kaer ho peus. Reiñ a rafec’h unan anezhe din da bried ?

An Tad. — Ya a-walc’h, Aotrou, ma vezont kontant.

An Aotrou. — Mat ! Kit da lâret dezhe dont amañ da gomz ganin, ma vo gwelet. Mont a ra da gichen ar c’hleuz.

An Tad. — Godig ! Janed ! Mari ! Hastit dont, un dra am eus da lâret deoc’h !

Ar Merc’hed. — Petra zo, Tad ?

An Tad. — Ac’hanta, ma bugale, un aotrou pinvidik zo dre amañ hag en deus c’hoant da gaout unan ac’hanoc’h da bried.

Ar Merc’hed. — Pelec’h emañ an aotrou, eta ?

An Tad. — Emañ du-hont war an hent o c’hortoz ac’hanoc’h.

Ar Merc’hed. — Petra ? Hennezh ! Piv a garfe kaout un dra e-giz-se da bried ?

Godig. — N’eo ket me bepred.

Janed. — Na me ivez avat, ha pa vije aour e bodhouarn.

An Aotrou. — Ret eo da unan ac’hanoc’h ma c’hemer koulskoude, pe ne’z aio ket ho tad en buhez d’ar gêr…

Mari. — Ma ! Me ho kemero, Aotrou, kar n’houlan ket gwelet droug ebet oc’h erruout gant ma zad.

An Tad. — Mil bennozh dit ma merc’h.


DIVIZ 2

Ar C’honter. — Setu ma oa graet an eured. Ur friko bras. E-pad eizhtez. Boued mat. Sistr forzh pegement. Dañs ha kanaouennoù.

Gwelet a reer an dud er friko. Bez’ e c’hellont bezañ o tont er-maez eus an iliz hag o tañsal a-raok en em lakaat ouzh taol da zebriñ.

An Aotrou. — Daoust ha n’anavezit ket hoc’h aotrou ?

An Tad. — Nann, avat, ne anavezan ket anezhañ. Bep bloaz da c’houel Mikael e paean d’e resever, e Lannuon, na biskoazh ne’m eus gwelet ma aotrou.

An Aotrou. — Ma ! Me an hini eo hoc’h aotrou.

An Tad. — C’hwi !

An Aotrou. — Ar vereuri-mañ a roan deoc’h, d’ho tiv verc’h henañ ha c’hwi, da ober ganti evel ma karfet.; hag ho merc’h Mari a deu ganin. N’ho po ket a nec’hamant ganti.

An Tad. — Me ’vo pinvidik neuze.

An Aotrou. — Ho merc’h a vo eürus ganin.

Mari. — C’hwi ’vo eürus ganin ivez.

Kenderc’hel a ra ar gouel, an dud o tañsal, oc’h evañ, o kanañ…


DIVIZ 3

Ar C’honter. — Bremañ ’oa pinvidik an den kozh. Ha kalz a baotred yaouank war-dro e ziv verc’h da geñver al leurioù nevez hag ar pardonioù. Ma timezas Godig. Ha graet ur friko bras adarre.

An Aotrou. — Dimezet eo Godig, ho c’hoar henañ.; c’hwi az aio d’an eured ha me a chomo er gêr.

Mari. — Ya ! Mont a rin da eured ma c’hoar.

An Aotrou. — Goulennet e vo diganeoc’h eus ma doare ha me a vez bepred ’barzh ma fodhouarn, koulz an noz evel an deiz.

Mari. — Ha petra ’lârin-me ?

An Aotrou. — Na lârit ket e teuan er-maez anezhañ bep noz, pe e vo evit ho
kwalleur ha ma hini ivez. Daoust ha ne vin ket eno, me ’ouio diouzhtu ma lârit.

Mari. — Ha penaos ez in di ?

An Aotrou. — Ma c’harroñs alaouret az aio d’ho kas, hag e vo staget outañ ur gazeg a daol tan dre he divfronn hag a zo lemm gwalenn he c’hein evel ur baluc’henn da baluc’hat lin, ha war gein ar gazeg-se e tegouezho deoc’h distreiñ d’ar gêr ma lârit. Klevet eo ?

Mari. — Klevet eo.

An Embannerien. — Pedet oc’h d’ar friko ! Traoù mat a vo da zebriñ. Traoù mat da evañ. Dañsoù, kanaouennoù, c’hoarioù. Plijadur forzh pegement ! Bec’h d’ar friko !


DIVIZ 4

Ur voereb kozh, tommet un tamm bihan d’he fri, a dosta ouzh Mari.

Ar Voereb. — Jesuz, ma nizez, c’hwi avat zo koant ha kaer.

Mari. — C’hwi zo koant ivez, moereb.

Ar Voereb. — Azezomp amañ un tammig, en korn ar sal, ha kontit din doare ho tiegezh. Hag ho pried, yac’h eo ivez ?

Mari. — Ya, dre drugarez Doue, ma moereb.

Ar Voereb. — Ha perak n’eo ket deuet ivez d’an eured ? Me am bije kement a blijadur o komz gantañ ! Lârit din, ne deu gwezh ebet er-maez e bodhouarn ?

Mari. — Nann avat, ma moereb, gwezh ebet.

Ar Voereb. — Ma ! Merc’hig, truez am eus ouzhoc’h evelkent : kaout ur pried hag a vez bepred e revr en ur podhouarn, koant ha fur evel ma’z oc’h ! Penaos en noz ivez ? Hag e kouskit gant ur podhouarn en ho kwele ?

Mari. — O, en noz, da gousket, e teu er-maez eus e bodhouarn !

Ar Voereb. — A ! En noz, da gousket, e teu er-maez eus e bodhouarn ! Setu eno ar pezh am boa c’hoant da c’hoût.

Mari. — Petra ’m eus lavaret !

Ar Voereb. — Selaouit, tudoù ! En noz e teu an aotrou er-maez eus ar podhouarn ! Selaouit, tudoù !

Mari. — Petra ’m eus lavaret !

Ar C’honter. — Erru eo mevel an aotrou da gaout Mari, droug bras ennañ. Gantañ ur gazeg treut ha lemm gwalenn he c’hein.

Ar Mevel. — Ret eo deoc’h dont d’ar gêr diouzhtu.

Mari. — Ar c’harr zo aet kuit.

Ar Mevel. — Pignit war gein ar gazeg-se !

Mari. — Ne rin ket. Gwell eo din kerzhet.

Ar Mevel. — War gein ar gazeg-se e vo ret deoc’h mont !

Mari. — Ur fazi bras am eus graet.

Ar Mevel. — Hei bremañ ! War-raok, plac’h fall !


DIVIZ 5

Erruet int e kastell an Aotrou. Fuloret eo hemañ.

Ar Vevelien. — Aha ! Erru out, pezh fall, gagn, gwreg an diaoul.

Ar Mitizhien. — Pa’z po ganet da vugel, pa out dougerez, e vi lazhet evel ur giez klañv.

An Aotrou. — A ! Gwreg reuzeudik, teod an ifern ! Ma c’hollet ’peus, hag en em gollet out da-unan ! Ne’m boa ken da chom em fodhouarn nemet betek ma vije ganet ur bugel din, ha bremañ e rankin chom c’hoazh ne oaran ket pegeit.

Mari. — Ma c’haset da di ma zad.

An Aotrou. — Mar eo gwir ho klac’har, ha mar grit holl evel ma lârin deoc’h, e
c’hallfet ma saveteiñ c’hoazh, ha c’hwi hoc’h-unan ivez.

Mari. — O ! Goulennit diganin ar pezh a garfet, prest on da ober holl.

An Aotrou. — Selaouit mat eta : ret e vo deoc’h en em ziwiskañ en noazh-puilh ha mont da zaoulinañ er stumm-se e-tal kroaz ar c’hroashent nesañ. Pa vefet eno er stumm-se…


Diviz 6

Ar C’honter. — Hag an Aotrou da gas e wreg d’ur c’hroashent. Ha da dennañ he dilhad diwarni. Ha d’he lakaat war benn he daoulin war delezioù ur groaz a oa e-kreiz an hent.

Ar C’honter. — Hec’h-unan emañ bremañ Mari war ar c’halvar. Ur marc’h gwenn a zo erru d’an daoulamm ruz. Chom a-sav a ra dirak Mari. Hi, gant aon, a dosta deus outañ hag e sko un taolig gant he dorn war e dal.

Mari. — Pried e vi ?

Ar C’honter. — Sioulaat a ra ar marc’h ha mont kuit d’ar piltrot. Ur pezh tarv penn-follet a zered ken na zeu tan a zindan e dreid. Chom a ra trumm a-sav dirak Mari. Houmañ, en ur grenañ un tamm bennak, a zeu da lakaat he dorn war e dal.

Mari. — Breur e vi ?

Ar C’honter. — Terriñ a ra d’an tarv e imor. Ken sioul ha tra e ya kuit diwar e hent. Erru ez eus ur vuoc’h du e breskenn. Chom a-sav a ra. Tostaat a ra Mari deus outi ha lakaat he dorn war he zal.

Mari. — Mamm e vi ?

Ar C’honter. — Doñv e teu ar vuoc’h da vezañ en un taol-kont. Ha kuit. Ur c’harroñs kaer a ziskenn diwar an neñv. An Aotrou eo a zo ennañ, hep ar gaoter ouzh e revr ; reiñ a ra dilhad d’e wreg, en em vriata a reont o-daou.

An Aotrou. — Hor saveteet ho peus hon-zri.

Mari. — Ho-tri ?

An Aotrou. — Ya, hon-zri, me, ma breur ha ma mamm. Me a oa ar marc’h.

Ar C’honter. — Erru zo ur paotr yaouank, breur an Aotrou.

Ar Paotr. — Me a oa an tarv.

Ar C’honter. — Erru zo ur vaouez kaer, mamm an Aotrou.

Ar Vaouez. — Me a oa ar vuoc’h.

An Aotrou. — Hon-zri e oamp dalc’het e mod-se dindan gazel-ge, pell-bras a oa ; met tremenet eo hon holl boanioù, ha bremañ ne’z in ket ’barzh ma fodhouarn ken.

Ar Breur. — Ur c’hastell aour ar c’haerañ am eus, hag en reiñ deoc’h a ran evit ho trugarekaat evit ar pezh ho peus graet evidomp.

Ar Vamm. — Hag eno e vevfot eürus hag en peoc’h.

Ar C’honter. — Hag ec’h ejont neuze da chom d’ar c’hastell aour, hag e voe graet adarre ur pezh mell gouel hag ur pezh mell friko, me ’lâr deoc’h !