• Gant Jorj Belz
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Barzhoneg skrivet gant Roperzh ar Mason hag embannet e Dihunamb e 1943.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
En héol e zo oeit de guh.
Peuh en noz em led ar er mor.
Stired en tourieu-tan e luh.
É mant é seùel, sklér ha pur,
Dirak henteu strih pep aior,
Èl krezolieu guerhézed fur.
Dreist er Gerveur chetu Goulfar
Hag en Ebeulion1 é hoskor,
Luhed un arnan é kounnar.
Distér ha pel doh en aodeu,
Un tour al e splann én donvor,
Ar vro meinek er Birvideu.
Ar Hroé duhont, èl un huanad,
Pen-Maen e zisko é ouleu
Hag er Hehiér 2, ru ou lagad.
Én tu ral setu en Tinouz,
Porh Halégen, Porh Noaleu.
Er ouriniz e vè didrous…
Ne gleuér nameit er grilled
É laret ou sonigeu dous
Ha gouélvan er mor é kousket.