• Gant Gérard Raoul
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ya, ur bern tud a lâr se. Met memes tra, me… pa’c’h an war ar mor a-hend-all ’pad ar vakañsoù tout se hag a implijan ur GPS hag a implijan cartographie war ar vag. Ha memes tra, (gant) cartographie… zo moaien da navigañ just en ur sellet eus an écran. Met ma sellez eus an écran na welez ket dija ar bigi all o treuziñ pe o tont hag a zo moaien, se a arru, me zo kazi sur…, a-wechoù ’vez div vag hag en em douch aze, un tamm abalamour da se. A-hend-all ’pad an noz pa arriez war ar rinier, e Lezardrev amañ eo aezet kaout peogwir zo tout ar feuioù, tout ar sistem, tout ar feuioù a zo des feux d’alignement m’emaint heuliet e vezez sur da arriout, hag e vezez sur da vezañ war an hent mat. Met gwir eo an traoù a cheñch ha c’hoazh n’eo ket fi n, traoù all ’vo c’hoazh : bremañ e vez komzet eus an AIS (1) ha traoù evel-se. An AIS a vez lakaet war ar bigi bras dija. Se zo localisation, met se zo an elektronik… a vez lokalizet direktamant hag a vez pozisionet war cartographie direktamant. Met an daou zo mat, me ’blij din ar GPS memes tra. Met, me zo sur ma vije lazhet an tourioù-tan, an dud o dije poan o navigañ c’hoazh. Marteze ’benn dek vloaz pe ugent vloaz, marteze, an traoù a cheñcho c’hoazh met, ne gav ket din int prest da vezañ lazhet, an tourioù-tan.
(1) AIS (Automatic Identification System) : an ardivink-se a ro
da c’houzout d’ar voraerien peseurt listri zo nepell diouto (anv,
kartenn-anv ar vag, an hent heuliet ganti).