Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : an tourioù-tan telekontrollet (p.59)

Gant Gérard Raoul
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ma vez ur problem war un tour-tan diouzh an noz, e-pad un noz, lâromp da ziv eur eus ar beure, an tour-tan a gas ur message électronique war urzhiataer Lézardrieux amañ ’lec’h omp. Hag hennezh a sell hag a analiz para [= peseurt] panne eo. Ma vez ur panne pouezus a gas-eñ gant un SMS hag an hini ’vez d’astreinte a rekuper an SMS-se, a lenn anezhañ, a vez dihunet, hag a lenn anezhañ. Boñ, ha sell ’ta, amañ, tour-tan an Treoger zo lazhet “feu normal éteint” a lenn se “phare des Triagoz éteint”. Neuze n’en deus nemet diskenn d’ar Phares et Balises, e Lézardrieux, da welet petra zo kont. Dre an urzhiataer ez eus moaien da goñsultañ ar jeu, da gestioniñ anezhañ, boñ evit bezañ sur eo se… zo moaien ivez da adlañsañ anezhañ, d’ober remise à zéro. Hag… ma n’a ket en-dro c’hoazh, neuze ’vez kaset un avis aux navigateurs.