Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : an tourioù-tan aotomatizet (p.58)

Gant Gérard Raoul
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Ma anv eo Gérard Raoul ha me zo responsable amañ eus ar servij a en em okup eus ar feuioù, dresañ anezhe, modernizañ anezhe, diwall anezhe. Pemp omp en tout aze. Tout amañ omp bet war an tourioù-tan, omp komañset evel gardian tour-tan, war bep seurt tour-tan ’barzh Aodoùan- Arvor, met reoù zo bet ivez war an tourioù-tan ’barzh Cherbourg pe e lec’h all. Ha bremañ peogwir an tourioù-tan a zo bet aotomatizet abaoe un toullad bloavezhioù zo dija. Hag amañ e reomp un tamm ar memes micher war an douar eo diwall an tourioù-tan, surveilhiñ anezhe, modernizañ anezhe hag heuliañ ar jeu. A-wechoù e vez traoù ’vez goulennet ganeomp ivez. Ar re a ya war ar mor, a-wechoù e vezont o klemm ablamour ma vez feu na vez… na welomp ket anezhañ mat pe o deus c’hoant da lakaat ur feu war reier lec’h n’eus ket bet c’hoazh. Se a dremen dre commission nautique. Ha pa vez gwelet eo se zo ezhomm d’ober e vez heuliet un dossier evit kaout un tour-tan nevez war ar plas. Pe pa vez graet ur porzh, ur porzh-mor nevez pe addreset ur porzh-mor nevez, alies e vez lakaet boueoù pe un toullad boueoù… se zo bet graet ’barzh ar Sant-Ka aze zo bet lakaet teir pe beder boue ouzhpenn. Neuze e vez ret heuliañ tout-se.