Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : ar vuhez pemdeziek e-pad an Eil Brezel-bed (p.55)

Gant Jean Le Gall
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un Alaman en doa tennet war ur morvaout ha da c’houde (en doa goulennet) digant va dad : “Gut sein ?” (Mat eo ?) Ha va dad en doa respontet ya. Hag an Alaman en doa lammet er mor da fellout strapout ar morvaout. Ha moins cinq en doa kollet e groc’henn. Ha va dad en doa stoket ar boue couronne evit trapout anezhañ… añfi ñ evit ma vefe trapet ar boue. Mod all en devoe kollet e groc’henn. Peogwir e oa ar chef Gast (1) war ar passerelle, el laez. Ha pa (oa bet) saveteet ar Boch, eh ben, en doa bet droad, goude-se, pemp kant lur kazi sur a oa bet, daou pe dri cigares. Ha goude-se, ouzhpenn… sed e oa ar bravañ eus a dout en doa bet droad tennañ un den eus ar prizon, ur Français »… Hag ar Français a zo bet, goude-se, chef da va dad. Kergastell a oa e anv. Ingénieur e Brest e oa bet tennet eus ar prizon gras da va dad peogwir en doa saveteet ur Boch (2).

(1) Gast (grenzaufsichtstelle) : Servij ar valtouterien alaman an hini ’oa e-pad ar brezel. Karget e oant da eveshaat ar porzhioùmor. Sellet a raent pizh ouzh monedoneoù ar bigi-pesketa dreist-holl gant aon ma’z afe kuit lod anezho da Vro-Saoz. Ar besketaerien a c’helle mont war vor da besketa, memes tra, met rediet e oant da zistreiñ a-raok an noz.

(2) A-wechoù e veze dieubet soudarded c’hall, toullbac’het e kampoù prizonidi brezel en Alamagn, evit trugarekaat tud eus o familh hag o doa skoazellet an Alamaned mod pe vod. Sed aze ar pezh a c’hoarvezas ivez gant pesketourien eus porzh Mogerieg, war barrez Sibiril (29). Kavet o doa korf un ofi ser alaman p’edont o pesketa er-maez da aodoù Bro-Leon. Evit bezañ bet kaset anezhañ en-dro o doa bet da reiñ anv ur soudard gall hag a voe dieubet.