• Gant Jean Le Gall
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
An dra-se a zepande piv oa o paseal. Ma oa ivez bagoù… eus ar Frañs o paseal e veze lavaret dezho lazhañ an tan. Ma ne oas ket kontant e veze lakaet ur bistolenn dindan da fri. Ha pa base an Alamanted, aze e oant kontant, aze e ranke bezañ alumet tout an tanioù. O, diaes a-walc’h e oa. Pezh ma… ma soñje ar Boched e ranker ober, mod all e veze lavaret : “N’out ken kontant, diwall : da familh en aod a baeo ar rest.”