Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : e-pad an Eil Brezel-bed (p.52)

Gant Guillaume Lasbleis
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Tuchantik em eus kontet deoc’h, va zad, ’tok [= e-doug] ar brezel, a oa en tour ar Wrac’h. Met e yae d’an tour, met an tan ne veze ket alumet anezhañ. An administrasion a c’houlenne diganto mont d’an tour memes tra ha ne veze alumet an tan ken pa deue ar Boched. Int, an Alamanted, a deue gant ar pièce evit lakaat ar rotation e roud hag alumiñ an tan. Met ne veze alumet ken pa deue an Alamanted. Da neuze, tout an tourioù d’ar su a zepande dac’h ar c’homandantur en Oriant, da neuze. Hag ez eo ar c’homandantur en Oriant a lavare dezho pedavare alumiñ an tan evit ar bagoù da vont… evit Brest hag an Oriant. Med ar gardianed a oa memes tra o telc’her an tour prop.