Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : ar vuhez pemdeziek war Roc'h Gored (p.50)

Gant François Roudaut
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Tri bloaz ’m eus bet graet, paotr yaouank, p’edon va-unan. Setu, dac’h ar mintin ez aen da sevel ar rouejoù, ar c’hevell. Da c’houde e kasen pesked d’ar mareyeur, e raen ar c’homisionoù ha dont en-dro d’an enez. Da c’houde e oa ar feu da gempenn hag e-se. Ha da c’houde pa’z on bet dimezet e oa un tammig cheñchet an traoù peogwir va gwreg a zeue d’an douar d’ober ar c’homisionoù. Setu me ’c’helle chom en enez nemet pa’z oa poent da livrañ ar pesked. Met d’ar poent-se e kasen maread d’an Aber Ac’h. Setu ez een gant ar vag d’an Aber Ac’h da gas ar pesked. Setu da c’houde neuze ’pad an hañv e oa pase brav, atav unan bennak dac’h ar familh, war hon tro, ahont. Setu ’oa un tammig animasion en tour. Met pa deue ar goañv, da c’houde, echu ar vakañsoù, tout an dud ’z ae kuitez, den ebet ken war an enez hag en em gavemp an daou ahont. Setu edo trist a-walc’h. Setu me ’m oa labour peogwir ni, e miz Du, e penn kentañ miz Du e komañsemp troc’hañ gwial evit ober ar c’hevell. Setu dac’h an noz e kasen gwial ’barzh ar guzin da gempenn evit prepariñ evit an dervezh war-lerc’h da ober ar c’hevell. Setu, me ’m oa okupasion e-pad tout ar goañv, met, da c’houde, donc, edo ar c’hevell d’ober, met va maouez d’ar poent-se, eüruzamant, a rae stamm. Setu ne oa na tele d’ar poent-se, tamm ebet. Setu edo hir a-walc’h an amzer. Da c’houde pa’z eus bet meneg dac’h unan bihan omp bet deuet da chom d’an douar. Me zo bet chomet c’hoazh e-pad bloaz en tour da c’hedal edo echu an ti amañ a-raok dont d’an douar.