• Gant François Roudaut
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ma en em gavfe an tour da lazhañ, ar gouloù da lazhañ, tour-tan Enez-Werc’h e signale e Brest : “Gouloù Roc’h Gored zo lazhet”, setu an dra-se ’vez roet da Gonquet Radio. Ha Conquet Radio a zifuze an dra-se d’ar bagoù : “Boñ, tourtan Roc’h Gored zo lazhet, setu n’az peus alignamant ebet ken evit antreal er porzh”. Setu ni dac’h ar mintin pa savemp : Sell, n’eus ket ken a c’houloù. Met ’benn ar fi n, n’eo ket en em gavet james ganin eüruzamant. Met memes tra on bet un dervezh ez ’oa… An avel a oa en e gevred, yen. Ha pa’z edon savet dac’h ar mintin, edo noz c’hoazh, sellet ouzh ar gouloù, gast n’eus gouloù ebet ken war laez. Setu chomet da sellet un tammig kar kaout a rae din memes tra e oa un tamm skleur. Hag e oan chomet da sellet. Ha kentañ ’m oa gwelet ar gouloù o reneveziñ en-dro. Hag e… kuchumant normal. Da c’houde, kentañ ’m oa gwelet anezhañ o komañs diminuiñ, diminuiñ, diminuiñ. Hag edon o soñjal met perak e ra an dra-se, n’eo ket normal peogwir em oa kontrollet ar presion dac’h ar boutailhoù tout. Met ar gorzenn evit kas ar gaz da bakañ an tour a oa just e korn an tour-tan ha n’edo ket goloet. Setu ar yenienn a groge e-barzh hag a skorne ar gaz en ur sevel. Setu ur poent e vez, hag ar gaz ne basee ket ken peogwir e oa hanter skornet. Setu da c’houde em boa bet signalet an dra-se da Vrest. Da c’houde e oa bet neuze goloet tout ar gorzenn-se evit tout an dra-se.