Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : sevel pomellennoù pe badernoù (p.43)

Gant Christian Toupin
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Christian Toupin, ginidik eus Kallag.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Un tamm bihan, evel unan kozh, ober gwriet… pas gwriet… ober stamm dirak an tele. Me a rae memes mod gant hennezh. Dirak an tele e raen pommes de touline memes mod. Ne oa ket ezhomm sellet, gant an habitud e raes-se. Ha des badernes… tro pemp warn-ugent ha tregont metr kerdin ’barzh. Aze oa ezhomm div eur d’ober. Se ’raes goude kreisteiz peotramant e sellen ouzh an tele bemdez. A-hend-all e vez ret deomp en em okupiñ. Evel ma lavaren ur wech : le plus important, n’eo ket labourat met gouzout ober mann ebet. Se eo ar startañ. Hag unan a lâre din : “trist eo evit ar re a vez o labourat ’barzh an uzin”. Met ar re a vez o labourat ’barzh an uzin, n’int ket kap da zont pemzektez war vor. Kar neuze ar re-se a errue sot d’ober mann ebet peo gwir int habituet da c’haloupat dalc’hmat.