• Gant Guillaume Lasbleis
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ur post radio a oa. Setu e oamp oblijet da brechañ dac’h Brest peogwir… ar subdivision a oa e Brest, div wech bemdez… ur wech da eizh eur dek evit lavaret doare an amzer ha ma vije bet paseet un dra bennak a exceptionnel en tour. Da eizh eur dek, ya, ha da beder eur ha kart. Pep tour-tan a gomañser eus a Enez-Sun, eus a Enez-Sun, goude oa ar Maen, goude ar Maen e oa ar Wrac’h, goude ar Wrac’h e oa ar Vein Zu, goude ar Vein Zu e oa ar Forn, goude e oa ar Werc’hez, dac’h ar Werc’hez e oa ar C’hreac’h en Enez-Eusa, ar Gazeg, pe nann, Men Tenzel hag ar Gazeg… e veze echu gant ar Gazeg. Goude e oa echu ar vacation gant Brest ma’z poa c’hoant prechañ gant gardianed ar Wrac’h peotramant gant re ar Vein Zu pe ar Forn evit goulenn diganto penaos e oa ar peskerezh ahont, penaos eo… na’z peus gwelet an nen-mañ-nen… pe a-wechoù ur vag bennak o paseal. Gant ar familhoù e lavared ur ger bennak dac’h an abardaez awechoù… met int ne c’hellent ket respont deoc’h setu. C’hwi a lavare dezhe petra a oa paseet en tour, setu, penaos e yaer. Ma veze ganeoc’h ur pennad sifern pe paz pe un dra bennak evel-se. Met mod all nann, ne oa ket kalz a dra da gontañ dezhe.