• Gant Guillaume Lasbleis
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar gardian a chome en tour a echue e servij da un eur dac’h ar mintin. Ha c’hwi… a oa o pignat en tour a gomañse da un eur diouzh ar mintin. C’hwi a rae ar servij a lazhe an tan suivant ma oa an eur da lazhañ an tan, ar propreté tout en tour en-dro el laez, ar propreté en tour, er guzun, pep lec’h. C’hwi d’ober ar guzun, da brepariñ merenn neuze. Egile a yae soit da besketa pe d’ober un dra bennak all. C’hwi a rae un tammig sieste ’tok1 un eur pe ziv. Ha goude dont en-dro. C’hwi a yae en-dro d’al laez da alumiñ an tan. Da alumiñ an tan, suivant an eur ma oa e teuec’h da zebriñ koan en-dro hag e yaec’h d’ober ho kart el laez, betek un eur dac’h ar mintin en-dro.