Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : pegeit amzer e chome pep gardian en tour ? (p.40)

Gant Guillaume Lasbleis
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Beñ me, pa on komañset on chomet ugent devezh. Da neuze e vezemp ravitailhet bep dek devezh peogwir e oamp tri : ugent devezh en tour ha dek devezh er gêr, pep hini d’e dro. An dra-se zo bet cheñchet e bloavezh eizh ha tri-ugent. Ah ya, bet cheñchet ha lakaet neuze deomp div sizhunvezh en tour hag ur sizhunvezh er gêr. An dra-se a oa bet dija ameliorasion, surtout en tourioù-mor, ’giz ar Maen, ar Gazeg, an dra-se… awechoù e yaer evit ugent devezh, e-lec’h chom ugent devezh e chomed tregont devezh a-wechoù hag ouzhpenn. Setu an drase zo bet ur savete evit ar gardianed, ya, ya. Bremañ memes eo gwelloc’h c’hoazh kazi sur ar re… añfen ar re ziwezhañ zo bet a chome pemzektez e teue ur sizhunvezh, goude ne yaent ken ur sizhunvezh all di. Hag ur sizhunvezh er gêr en-dro. Ameliorasion zo bet, ya, leun.