• Gant Denez Abernot
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pa veze labourioù d’ober er Gazeg, an daou zen kentañ a lakaemp en tour-tan a rankemp lakaat anezho ’barzh ar skeul, e skeul an tour-tan, da lavaret eo lakaat fri ar vag harp ouzh ar skeul. Hag ar baotred a bigne er skeul, tud a oa bet gardianed, ar re-se a rearme an treuil ha da c’houde ar vicherourien hag ar varc’hadourezh, tout an traoù a veze paseet ’giz a-raok gant ar gordenn. Ha p’ho poa echu al labourioù e veze graet heñvel, da lavaret eo, ar vicherourien hag an traoù a oa da ziskenn a veze diskennet gant ar gordenn. Mes an daou zen diwezhañ a rankez pakañ anezho er skeul. Hag an dra-se a zo dañjerusoc’h, me ’gav din, kalz dañjerusoc’h evit c’hoari gant ar gordenn. Lammat eus un dra bennak hag a zo kalet, giz un tour-tan, war un dra bennak hag a ra ken ’met mont, pourmen, diskenn, mont a-zehou hag a-gleiz… n’eo ket ledan fri ar vag, n’eo ket ledan… n’eo ket aes tamm ebet. Me ’m eus bet gwelet pakañ an dud en-dro er skeul lakaat un hantereur, un hantereur pe hiroc’h, zokenoc’h. A-wechoù eo ober gwall c’hoari an dra-se. Ha pa ne c’hellemp ket pakañ anezho ken da c’houde, an dra-se zo en em gavet ivez, ne oa ken an helikopter da c’houde da bakañ anezho en-dro.