• Gant Daniel Carré
• Tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD)
Tennet eus al levr-CD Ur wezh e oa (TES 2000) :
Ur lârour sorbiennoù anavet mat e Bro-Gwened eo Daniel Carré. Lod anezhe en deus bet klevet a pa oa bihan, er gêr e-kostez Ploue, get e dud-kozh en tu get e dad hag e voereb Mari. Honnañ, hag a oa ganet e grez Napoleon III, a veze hec'h labour gouarn ar saout, ha roet e veze Daniel bihan dezhi d'ober àr-dro ivez : hir en dehe bet kavet e amzer keneve da gontadennoù ar voereb Mari, hag a veze hir ivez, ha ken brav da glevet…
Un istoer klevet dezhañ diwezhatoc'h e bro an Alre, lec'h mand eo é chom bremañ, eo «, Ar Gouron », unan ag ar re a vourr muiañ éc'h lâret.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
An istoer eh an da lâret deoc'h hiziv a zo arru hoo, pell 'zo, gwerso-bras memes, d'an amzer ma ne oa ket c'hoazh daet dent d'an dud met mah oa dent d'ar yêr. Da lâret eo d'an amzer mah oan-me mous-tout. Hag en amzer-se ma c'heizh tud, eh oa e-kostez Ploue, e-lec'h mah on-me ganet, eh oa ur paotr yaouank. Ooh, triwec'h, naontek vlez bennak, ne'm eus ket forzh soñj ken, a veze graet Yann anezhañ.
A, ur paotr brav e oa. A dam ya, unan paket-mat hag unan koupapl, me a lâr deoc'h. Met dam, un dra a oa memes tra, n'en doa ket kalz a spered anezhañ. Peotramant, ar spered en doa... a oa chomet kuzhet en un tu bennak, ne c'hellan ket-me lâret deoc'h e men, met atav, ne oa ket gwall fin anezhañ evit lâret ar wirionez deoc'h.
Ha setu, kalz a ziaezamant en doa get ar merc'hed yaouank. Pandeogwir, c'hwi a oui a-walc'h penaos e vez, hag en amzer-se eh oa evel mad eo hiziv an deiz. Ar baotred a gar tostaat douzh ar merc'hed ha gober ton dezhe hag ar merc'hed pa vent a vandennad a blij dezhe ivez c'hoari get ar baotred. Met setu, ar Yann-mañ, ne ouie ket penaos gober evit tostaat douzh ar merc'hed ha goapaet e veze dalc'hmat gete, seul taol mah er c'havent àr o hent. Ha setu, maleürus ar paourkaezh paotr, forset-mat. Hag ur Lun vintin, a beñ, deiz marc'had e Ploue, eh oa-eñ é vonet ivez d'ar marc'had. Met, evel mah oa toemm an amzer, ha kaer an traoù, ha evel mah en doa graet un tammig borde d'an deiz kent, d'ar Sul kent, setu kouezhet ar fatig àrnezhañ, ha dre mah oa skuizh, eñ ha... monet da azeziñ ba'r fozell a oa eno, ha eñ aet ha kousket.
C'hoñc'hoc'hoc'h ! Na diroc'hal a rae ma zud kaezh ! Na diroc'hal a rae ! Ha aet ha pasiñ àr an hent aze ur vandennad merc'hed get o faneriadoù amanenn é vonet d'ar marc'had.
- Oooh, a lâre unan anezhe, sellit 'ta piv a zo amañ, sellit 'ta, dait da welet ! Yann a zo amañ !
- O ! a lâre un arall, eh an d'ober un tap dezhañ, gortozit !
Ha hi aet ha kemer un tamm amanenn a oa e-barzh he faner, ha lardiñ amanenn tro-ha-tro douzh e fas, partout e-lec'h ma c'helle tapout. Amanenn, un troc'had amanenn tro-ha-tro d'e fas. Ha aet kuit forset-mat en ur c'hoarzhet.
Ya, lâret em eus deoc'h dija eh oa toemm an amzer. Ha get an heol ha get toemmder an amzer, setu aet an amanenn ha teuziñ forset-mat. Hag an amanenn... an druzoni ag an amanenn... en em veskiñ douzh e vlev, e-mesk e vlev, partout, ne oa ket, ne oa ket 'met druz tout anezhañ.
Hag en un taol, Bzzz ! Bzzz ! ur gelionenn ! Plok ! Aet eo ar gelionenn àr fas Yann. C'hwi 'ouia kenkoulz eveldin penaos, ar c'helion a blij dezhe an traoù druz hag an traoù dous, hag an amanenn forset-mat. Ha gouiet a rit kenkoulz eveldin ivez, lec'h ma vez ur gelionenn eh arru div founnapl. Ha ya ! Ha lec'h mah arru div eh arru teir, ha goude teir, peder, pemp, c'hwec'h, seizh, kant, mil, ha ne ouian ket pet mil anezhe a oa en un taol é suniñ an amanenn àr fas Yann.
Du e oa tout e fas get ar c'helion a oa aze. Ar c'helion-se a rae debron forset-mat d'e fas ivez, hag en un taol eh oa c'hoazh morgousket, ha setu eñ... paw ! bountiñ ur flac'had àr e benn ha get ar flac'had emañ dihunet. Ha eñ a selle douzh e zorn, tout... du e oa tout an dorn, du-tout get ar c'helion en doa lazhet.
- Mil mallozh, a lâre-eñ, biskoazh kemend-arall, get un taol dorn em eus lazhet kement-se a loened ? Eh an d'o c'hontiñ : unan, div, teir, peder, pemp, c'hwec'h, ahh...
Betek seizh mil seizh kant seitek kelionenn ha tri-ugent a oa aet. Soñjit 'ta, 7777 kelionenn. Get un taol dorn hepken ! O, a lâre- eñ, biskoazh kemend-arall, james ne'm behe kredet e vehen bet kapapl da lazhiñ get un taol dorn 7777. Ha eñ forset-mat é vonet d'ar vourc'h.
Dam, leun e oa ar blasenn a dud. D'an amzer-se e veze tud àr ar marc'had. Hag ar c'hentañ den en deus kavet, eñ 'lâre... Yann ha monet dezhañ ha lâret :
- A ! A ! ma c'haezh den ne ouiit ket petra 'zo arru genin ? Lazhet 'm eus get un taol dorn 7777 !
Met ne lâre ket petra anezhañ forset-mat, peotramant a-hend-arall... Seizh mil... ya ! 7777. Ha d'an eil e lâre :
- A ! me 'zo-me unan ! Lazhet em eus get un taol dorn 7777 !
Ha d'an trivet e lâre :
- A ! Gwelloc'h evidin ne gavoc'h ket er barrez, en un taol dorn em eus lazhet 7777 !
Hag ar vrud da redek dre ar vro. Yann Bloue a zo ur gouron ! Un den seurt n'eus ket daou er barrez. Get un taol dorn emañ kapapl da lazhiñ 7777. Ha ya, redet a rae... en doa ar vrud kentoc'h dre ar vro, betek an Henbont.
Hag en amzer-se en Henbont eh oa unan a oa aze é terc'hel lec'h ar roue, a oa ar « gouverneur » mar karit, ar gouarnour, hag eh oa ar gouarnour... kêr an Henbont... a oa lakaet diaes, rak, aze, en ti bras eh oa sañset dezhañ chom e-barzh, ne c'helle ket chom just a-walc'h e-barzh an ti-se. Rak bemnoz e tae un dra bennak, ne ouier ket petra, met un dra bennak atav, a zae d'ober rustaj en ti hag esaeet er-walc'h e oa bet lakaat soudarded d'ober gward dirak an ti-se, ya, met seul gwezh ma veze lakaet ur soudard bennak da noz, an deiz êr-lerc'h da vintin, ne veze ket kavet roud ebet anezhañ ken ! Nemet e armaj . Ha soudard ebet ne venne ket mui monet d'ober ar gward e-pad an noz e-barzh an ti-se.
Ha setu ar gouarnour ha klevet brud Yann éc'h redek dre ar vro.
- Grait dezhañ donet da'm gwelet !
Ha daet Yann da welet ar gouarnour.
- A, a lâre ar gouarnour dezhañ. C'hwi 'zo-c'hwi Yann Bloue ?
- Ya, a lâre -eñ.
- Klevet em eus lâret eh oc'h kapapl da lazhiñ en un taol dorn 7777 ?
- Ya, aotrou gouarnour, a lâre-eñ, sur a-walc'h em eus graet.
- A beñ, a lâre ar gouarnour, mard oc'h kapapl d'ober an dra-se e yaoc'h da gemer gward e ma zi henoazh. Sur a-walc'h, c'hwi 'vo kapapl da c'hoari douzh an dra, an den pe al loen a za aze bemnoz !
- O, a lâr Yann, ya marse a-walc'h, aotrou gouarnour, met, ne ouian ket petra eo.
- Bon, a lâre ar gouarnour dezhañ, klevit 'ta, ma tait da benn ag an afer, me 'roay deoc'h mil skoed ha ma merc'h ouzhpenn. Kontant oc'h ?
- Beñ, a lâre Yann, ya...
- Ha dam, a lâre ar gouarnour dezhañ, ma n'och ket kontant e vo troc'het ho penn deoc'h.
- A beñ, a lâre Yann, forset on bout kontant neuze.
Ha eh oa bet lakaet en ti. Ou hou ! ne oa ket forzh fier anezhañ aze. Daet an noz, teñvel-tout. Teñvel e oa an ti ! Teñvel... Hag en un taol eñ klevet : Bombombom bombombom... Vrouoo ! Ur pikol mell trouz, vrioum ! hag ar fenestr a zigor en un taol, hag un dorn bras é tonet e-barzh an ti ha kemer anezhañ dre e chouk amañ, floup ! ha er sachiñ er-maez ! Aze eh oa ur pikol mell den, ur jeant ma zud kaezh, barv ha blev dezhañ, ur pikol mell pennad.
- Hoola, a lâre-eñ, dait amañ hag e voc'h debret !
- Hopala, a lâre-eñ dezhañ, diwallit ! diwallit ! ne ouiit ket-c'hwi piv on-me !
- Nann, a lâre an arall, met gwelet em eus seurt genoc'h c'hoazh !
- A ya, met pas seurt genin tre-ha-tre, a lâre Yann dezhañ. Me 'zo-me kapapl da lazhiñ en un taol dorn 7777. Diwallit ! diwallit !
- Oho, a lâre ar jeant en un taol. Ne vez ket james gouiet get tud seurt-se. Boñ, a lâre-eñ, beñ... ya... a beñ... ne'm eus ket forzh naon henoazh. Dait genin du-mañ, ni a ya da zebriñ koan. Sur, ma mamm he deus graet soubenn.
Ha setu-eñ hag ar jeant ha monet. Ha hennezh a rae pazoù ma c'heizh tud ! Oho ! seul paz a rae, an arall a oa é c'halipat àr e lerc'h par ma c'helle, par ma c'helle. Treuzet dezhe parkaouier, koadoù, arru e koadoù Pontkalleg, e bord ar Skorf. Hag e-kreiz koadoù Pontkalleg aze eh oa loj ar jeant just a-walc'h. Bout 'oa aze un tamm loj banal. O ne oa ket forzh bras na forzh bourrapl. Ha pad int aet e-barzh eh oa mamm ar jeant aze éc'h ober soubenn. Ur pikol mell pofer a oa àr an tan. Hag eh oa-hi ur vaouez kozh ha lous, uch 'ta ! é veriñ ar soubenn aze get ur pikol mell tamm koad.
- Ale mamm, a lâre-eñ, prest eo koan ?
- Ya 'vat, ma mab, a lâre-hi, sur a-walc'h 'mañ prest, met piv eo an den-se ?
- Oh, a lâre-eñ, ur c'hamarad am eus kavet du-mañ. Ale, taol... taol ho pouez aze douzh taol ha 'vo roet boued deomp.
Ha roet boued dezhe. Ya. Yann a zebre e soubenn get ur loa, met an arall... ne oa ket na loa na plad na netra erbet. An arall e veze roet soubenn dezhañ a sailhadoù. Hag ar sailhad a veze... beuleurp... lonket... beuleurp, beuleurp... evel-se. A-benn ar fin, Yann ne c'helle ket mui debriñ, hag an arall a zalc'he êrnezhañ :
- Met debrit 'ta, debrit 'ta ! debrit 'ta !
- A ya, 'lâre-eñ... Ya, met ne c'hellan ket mui debriñ. Graet eo ma fred din.
- Debrit ! a lâre-eñ dezhañ.
- Ret eo din difiz douzh hennañ.
Hag en un taol, daet soñj dezhañ... C'hwi 'oui er-walc'h, e kostez Ploue aze, en amzer a-gent e veze ur c'hramailhon get an dud. Un dra stardet mat. Ha setu-eñ aet ha dilasiñ e roched un tammig, ha komañset lakaat ar soubenn e-lec'h lakaat en e veg, eñ he lakae en e c'hroñj amañ. Ha dam, ne oa ket bet pell eh oa savet kof douzhtañ. Ha kof bras memes.
Hag en un taol, pa oa achu tout ar soubenn :
- Werc'h ! werc'h ! a lâre ar jeant, bremañ eh ahemp marse da c'hoari bouloù.
- Da c'hoari bouloù, a lâre Yann, met noz du eo !
- O met... daomp da c'hoari bouloù atav.
Ha aet da c'hoari bouloù er-maez. A met ya, met c'hoari bouloù, petra a faot deoc'h, pa vez teñvel ne vez ket gwelet netra, ha ne oa ket forzh moaien c'hoari.
- O ! a lâre Yann dezhañ, gwell eo genin monet d'ober un droiad bale dre ar c'hoad.
- Ya avat, a lâre ar jeant, mar karit 'zo moaien deomp monet !
Ha setu-int aet ha mont. Arru e bord ar Skorf, aze emañ... o marse... o ya... ooo... ne ouian ket-me, pemp pe c'hwec'h metr atav a ledanded, a zigorded ar stêr. Arru o-daou àr bord ar Skorf, setu Yann ha lâret dezhañ :
- E, klevit, klevit 'ta kamarad. Me 'zo kontant da vonet pardefi genoc'h e c'hellin sailhal a-dreist ar stêr amañ.
- O ya, a lâre ar jeant, me ivez forzh aes, sur a-walc'h avat ! Sur a-walc'h !
- Bon, a lâre Yann, met graomp... met a-raok mah esaein lammat a-dreist ar stêr amañ, emañ ret din un tammig diskargiñ ma c'hof, rak re bounner on. Roit ho kontell din mar plij.
Ha setu ar jeant ha tenniñ e gontell ag e sakod, an arall a zigor ar gontell, ha fuiit ! troc'hiñ e gramailhon hag e roched, bleurp ! aet tout ar boued àr an douar eno. Ha sur a-walc'h eh oa skañvoc'h neuze ha setu-eñ kemer e lañs : unan, daou, tri ha... saw ! a-dreist ar stêr.
- Ale, d'ho tro, a lâre Yann d'ar jeant.
Hag ar jeant kemer e lec'h aze ivez : unan, daou...
- A ya, a lâre-eñ, met re bounner on, a lâre. Roit ma c'hontell din en-dro. Ec'h an d'ober ar memes tra ivez.
Roet ar gontell dezhañ en-dro hag ar jeant forset-mat aet ha digoriñ e vouzelloù, ag ar lein betek an diaz, hag... tout e vouzelloù da rudellat àr ar prad aze. Ha marv forset-mat. Ha neuze... e beñ, Yann en deus lamet en-dro a-dreist ar stêr, kemeret kontell ar jeant, troc'het e benn dezhañ ha kaset ar penn d'an Henbont. Hag ar gouarnour, hennezh a oa kontant gwelet ar penn aze.
- A, a lâre-eñ dezhañ, bremañ ho peus gounidet hoc'h mil skoed ha ma merc'h da heul. Kontant oc'h ?
- O ya, a lâre Yann. Kavout ar mil skoed n'on ket fallgontant.
- Met, hag ar verc'h ?
- O dam hounnezh, ne ouian ket, a lâre-eñ. Hounnezh, ne ouian ket.
- Hounnezh, ne ouiit ket ? a lâre ar gouarnour dezhañ, met memes tra, ur chañsig vat eo kavout ur verc'h vrav seurt-se ha merc'h gouarnour ar roue.
- Ya, ya, a lâre Yann, ne ouian ket, marse a-walc'h...
- A ! a lâre ar gouarnour dezhañ, kemerit ma merc'h peotramant e vo troc'het ho penn deoc'h.
- O beñ, a lâre Yann, kenkoulz eo din he c'hemer neuze. Atav, ma ne vo ket troc'het ma fenn e vo torret ma fenn geti betek achuamant mam buhez.