• Gant Bastian Gwilhou
• Tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD)
Tennet eus al levr-CD Ur wezh e oa (TES 2000) :
Un den yaouank-flamm eo Bastian 'Gwilhou : bec'h ugent vloaz e oa p'en doa kontet an istor-mañ.
Er C'houerc'had, e Bro-Dreger, emañ Bastian o chom. A-gleiz hag a-zehoù, met diwar genoù an dud atav, e tastum an istorioù a lâr-eñ d'e dro, hag e brezhoneg bepred, pa en em gav gant kamaraded, pe da geñver predoù ha beilhadegoù, en e gorn-bro an aliesañ. N'eo ket c'hoazh aet da get gouenn an « dibunerion sorbiennoù », na n'eo ket !
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ar roue hag ar rouanez, e oant aet o-daou da blantañ panez.
Ar panez a oa kaer 'oa aet gant al laer.
Al laer a oa fin
a oa aet d'evañ gwin.
Ar gwin a oa tomm.
En doa laosket ur pezh bromm.
Ar bromm a oa kalet
a oa kouezhet war an oaled.
An oaled a oa mein
a oa kouezhet war-lerc'h e gein.
Hag ar siminal a oa e pri
a oa kouezhet war e fri.
Ha sell aze tudoù, selaouit hag e-giz-se e klevfet.
Me 'zo o vont da lâret deoc'h bremañ petra oa erruet gant Joz. Joz, honnezh zo ur paourkaezh plac'h, erru un tamm oad dezhi hag a oa o chom e Tregrom, Bro-Dreger, e kostez ar C'houerc'had e-lec'h ec'h on o chom. Hag ar paourkaezh plac'h-se a oa deuet da foar Sant Jorj peogwir er C'houerc'had e veze ur bern foarioù gwechall. Bremañ n'eus ket ken evel-just, met gwechall e veze ur bern tud war ar blasenn, ô ma Doue ! tost da zek mil marteze. Ha neuze, Joz a oa deuet d'ober he c'homisionoù ha peogwir ne zeue ket alies d'ar bourk, he devoa profitet da brenañ ur bern traoù.
Aet ur bern liñselioù ganti d'ar gêr, gwinizh ha kalz-kalz a draoù, emezon-me, hag he devoa soñjet prenañ ur porc'hell ivez, ur c'hochon. Hañ ! Graet marc'hajoù gant paotr ar moc'h hag aet unan, daou pe dri miz gantañ, d'ar gêr.
Met hennezh a zo pounner-mat, emezon-me heñ ! Hag e oa gantañ dindan he c'hazel hag he faner ganti ba an dorn all, met gwelet a rit penaos e oa sammet ar paourkaezh plac'h peogwir e oa erru tost da bevar-ugent vloaz. Ne oa ket aezet he c'hein ken.
Afi... Pa eo aet d'ar gêr, erruet e bourk Tregrom, he devoa soñjet : ma ! peogwir on erru tost d'ar gêr, me a zo erru skuizh dougen hennezh, me zo o vont da laoskel ar porc'hell da redek ha hennezh a gavo an hent hag ar paz.
Sell aze ar pezh he devoa graet : laoskel ar porc'hell araoki, o redek met hennezh a rede, emezon-me, ken ne oa ket kapapl Joz da heuliañ anezhañ ken.
Ha petra 'zo erruet ganti ? Feiz ! aet eo ar porc'hell araoki e-barzh he zi ha prennet an nor warnañ.
- O ! Biskoazh kemend-all ! a lâre Joz, bremañ, ne c'hallin ket antren ba ma zi ken !
Hañ... ! Hag hi komañset da hopal :
- Ale 'ta kochon, kochon, digor an nor din 'ta ! evel-se e c'hallin antren em zi !
- A ! 'rin ket ! a lâre 'r porc'hell, 'rin ket, chom aze 'maez, ma karez !
- A dam, n'eo ket, a lâre Joz. Me am eus d'ober mont ba ma zi, da brepariñ koan. Digor an nor din 'ta !
- 'Rin ket !
- Hañ, hañ ! neuze a lâre Joz, ec'h an da lâret d'ar c'hi dont da zornañ ac'hanout.
- Ki, ki, deus da zornañ 'r porc'hell, 'r porc'hell ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre ar c'hi.
- Hañ, hañ ! a lâre Joz ; neuze ec'h an da lârout da vazh dont da bilat ac'hanout.
- Bazh, bazh, deus da bilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre bazh.
- A, biskoazh kemend-all all ! a lâre Joz. Neuze ec'h an da lâret d'an tan dont da zeviñ ac'hanout.
- Tan, tan, deus da zeviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre an tan.
- Hañ, hañ ! neuze e vo lâret d'an dour dont da lazhañ ac'hanout.
- Dour, dour, deus da lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre an dour.
- Hañ, hañ ! neuze, a lâre Joz, neuze e vo lâret d'ar c'hole dont da evañ ac'hanout.
- 'R c'hole, 'r c'hole, deus da evañ dour, dour ne c'houll ket lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre ar c'hole ; ne c'houllan ket mont !
- Hañ, hañ ! a lâre Joz, petra ma Doue a vo graet neuze ? A ! me 'zo o vont da lâret d'ar c'higer dont da lazhañ ac'hanout.
- Kiger, kiger, deus da lazhañ 'r c'hole ! 'R c'hole ne c'houll ket evañ dour, dour ne c'houll ket lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre ar c'higer.
- Hañ ! neuze e vo lâret d'ar gordenn dont da grougañ ac'hanout.
- Kordenn, kordenn, deus da grougañ 'r c'higer, 'r c'higer ne c'houll ket lazhañ 'r c'hole, 'r c'hole ne c'houll ket evañ dour, dour ne c'houll ket lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket ! a lâre ar gordenn, 'rin ket !
- Hañ ! a lâre Joz ; neuze e vo lâret d'ar razh dont da grignat ac'hanout.
- Razh, razh, deus da grignat 'r gordenn ; 'r gordenn ne c'houll ket krougañ 'r c'higer, 'r c'higer ne c'houll ket lazhañ 'r c'hole, 'r c'hole ne c'houll ket evañ dour, dour ne c'houll ket lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, hag ar c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- 'Rin ket, a lâre ar razh, ne rin ket !
- O o ! a lâre Joz. Joz a oa kroget d'en em enerviñ, 'vat !
- Bremañ ec'h an da lâret d'ar c'hazh dont da zebriñ ac'hanout neuze.
- Kazh, kazh, deus da zebriñ 'r razh, 'r razh ne c'houll ket krignat 'r gordenn, 'r gordenn ne c'houll ket krougañ 'r c'higer, 'r c'higer ne c'houll ket lazhañ 'r c'hole, 'r c'hole ne c'houll ket evañ dour, dour ne c'houll ket lazhañ 'n tan, tan ne c'houll ket deviñ bazh, bazh ne c'houll ket pilat 'r c'hi, 'r c'hi ne c'houll ket dornañ 'r c'hochon, 'r c'hochon ne c'houll ket digoriñ an nor din ha ne c'hellan ket antren em zi.
- Ya 'vat, emezon-me ! a lâre 'r c'hazh ; ya 'vat, me zo kontant a-walc'h dont da zebriñ ar razh, met me 'm eus bet takenn laezh ebet hirie ha me am eus c'hoant da gaout ur bannac'h bihan laezh a-raok mont da zebriñ 'r razh.
- O ! a lâre Joz, ma n'eus ket 'met se, me 'zo kontant a-walc'h da reiñ laezh dit.
- Ya, ya, kae da gavout ar saout ma kerez.
Ha Joz da c'horo ar saout.
- A ya, met, a lâre Pichar, ya a lâre ar vuoc'h, met me am eus bet tamm foenn-prad ebet hirie ha me am eus c'hoant da gaout un tamm foenn a-raok reiñ ma laezh ; kerzh d'ar bern foenn ma kerez.
- O, a lâre Joz, ma n'eus ket 'met se !
Ha Joz d'ar bern foenn, hag a denn, hag a denn ha foenn da Joz, ha foenn d'ar vuoc'h, ha laezh d'an hini gozh ha laezh d'ar c'hazh, ar c'hazh o vont d'ar razh, ar razh o vont d'ar gordenn, ar gordenn o vont d'ar c'higer, ar c'higer o vont d'ar c'hole, ar c'hole o vont d'an dour, an dour o vont d'an tan, an tan o vont da vazh, bazh o vont d'ar c'hi, ar c'hi o vont d'ar c'hochon hag en deus digoret ar c'hochon an nor da Joz hag evel-se he deus gallet ar paourkaezh plac'h antren en he zi. Sell aze.