• Gant Yann-Vadezour Lagadeg
• Tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Ur wezh e oa... (levr-CD)
Tennet eus al levr-CD Ur wezh e oa (TES 2000) :
Peizant eo bet Yann-Vadezour Lagadec en e yaouankiz, ha goude eo bet o labourat e pariz hag e Brest. Bremañ p'emañ war e leve e kav un dudi lavaret istorioù er skolioù pe da geñver abadennoù Strollad ar Vro-Bagan.
Pa oa bihan e oa dija aet da get, e Brignogan er Vor-Bagan, ar mod da lavaret kontadennoù er beilhadegoù. N'en deus bet klevet kontañ nemet diwar-benn « Paotred ar Sabat », korriganed Bro-Leon. Diwar ar mojennoù-se en deus paket lod eus e istorioù, met al lodenn vrasañ a zo savet gantañ penn-da-benn, evel an hini a zispleg deomp amañ.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Daou vloaz zo e oan bet e Plougerne evit bodadeg veur Strollad ar Vro-Bagan. Miz Here e oa. Ha Goulc'han Kervella, rener ar strollad, a c'houlennas diganin hag a-du e vefen da ober an Tad Nedeleg evit gwezenn Nedeleg ar Vro-Bagan.
Asantiñ a ris war ar prim.
- Mat, a lavaras Goulc'han, d'ar mare-se ar bloaz, ni hor beus krog labour a-hardizh, ha moarvat n'hor bezo ket amzer da bourchas an traoù evit ar vugale. Mard emaout a-du, Yann, me zo o vont da reiñ dit ur yalc'had arc'hant hag e preni madigoù, kouignoù, chokolad ha boñboñoù da brofañ dezho da zeiz ar gouel.
- Ma roez arc'hant din, emeve, ne'z eus kudenn ebet.
Ha Naig Kere, ezel eus ar strollad, hag a oa war al lec'h ivez, a c'houlennas an hevelep tra diganin :
- Marteze, Yann, e teufes da Sant-Riwal ivez da ober an Tad Nedeleg ?
- Ho, ho ! mont da Sant-Riwal, an dra-se zo avat un afer all. Me ne blij ket kalz din mont dre ar menezioù gant va oto, dindan c'hoañv ; alies e vez fall an amzer, riklus an hentoù ; me n'on ket yaouank ken, me a rank teurel evezh bremañ.
- Ma ne'z eus nemet an dra-se o tiaezañ ac'hanout, eme Annaig, me a yelo da gerc'hat ac'hanout gant va oto.
- Ha neuze, ne lavaran ket nann dit.
- Me a gav, eme Annaig, Goulc'han en deus bet ur mennozh mat. Karout a rafen ober eveltañ, reiñ arc'hant dit da brenañ ar pezh hor bezo ezhomm evit ar vugale.
- Mat, emeve, ne vo ket diaesoc'h din prenañ da zaou rummad war un dro.
D'an 22 a viz Kerzu, e oa deiziet ar gouel e Sant-Riwal, un devezh a-raok Plougerne.
Hag en devezh-se diouzh ar mintin e oan aet da Vrest gant ur pezhiad man a servije din da droc'hañ artichaod pa oan labourer-douar e Pagan. Hag er stal Rallye e prenis ar pezh a oa bet goulennet diganin. Er foñs e lakais an traoù evit bugale Plougerne ha war-c'horre an traoù evit bugale Sant-Riwal, gant un disparti kenetrezo.
Ha da c'houde merenn, Annaig a zeuas da gerc'hat ac'hanon evel ma oa bet divizet etrezomp.
- Gwelet a ri, eme Annaig, ne vo ket pell an dale e Sant-Riwal. N'eo ket niverus ar vugale ha tud ar menezioù a blij dezho bezañ abred.
Gwir e oa avat. A-benn peder eur e voe echu, kontant ar vugale gant o frofoù. Ha goude bezañ evet ur banne kafe, Annaig a ginnigas din mont da gas ac'hanon d'ar gêr.
- Trugarez dit, Annaig, emeve. C'hoant am eus da ober ur valeadenn dre ar menezioù Are ; pell 'zo n'on ket deuet dre amañ ha plijout a ra kenañ din ar vro ; betek Sizun da vihanañ ez in war droad, da c'houde e vo gwelet.
Ar man ouzh va c'hein, ha setu-me en hent. Brav an amzer, digatar an oabl, un dudi e oa kerzhout dre ar menezioù.
Siwazh, en un taol trumm e kouezhas ur vogidell dev warnon, ken na welen seurt ebet ken ; ne'm boa ket gouezet peur zoken e oan tec'het diwar va hent. Kollet a-bezh e oan. Sed amañ avat, emeve, un abadenn !
Soñjal a ris e oa gwelloc'h din klask ur plas da gousket kentoc'h eget chom e-pad an noz da droidellat er menezioù Are.
En ur straed zon edon, ha gant va dorn em boa merzet ur gwiskad brug ouzh ar c'hleuz. Sell, emeve, amañ ne vin ket re fall, e gwasked ar c'hleuz, gant ma mantell ruz tamalodet en-dro din.
Met anzav a ranken atav, ankenius eo bezañ en-unan-penn en noz e-kreiz ar menezioù Are, na ti na kristen ebet war-dro ; mes kredapl-bras e oan skuizh a-walc'h ha ne zaleis ket da vorediñ.
Hag en un taol-kont e oan dihunet, spontet, gant un trouz pounner, bouloudoum, bouloudoum, bouloudoum, bouloudoum... Petra ar foeltr ! emeve, spesoù ar Yeun Elez marteze o kantreal dre aze. Met n'en doa ket padet pell va enkrez : ur strollad moc'h-gouez e oa ; unan anezho a zeuas da c'hweshaat ac'hanon, mes ne reas droug ebet din hag e kendalc'has gant e hent da heul ar re all. Ha pront war-lerc'h, ur strollad all a loened, yourc'hed moarvat, hag hep ehan koulz lavaret, loened a bep seurt ment, o vont gant tizh etrezek ar memes lec'h.
Prederiet e oan. Sklaeraet e oa an amzer un tammig, savet ar vogidell hag e savis war ar c'hleuz hag e welis ur c'houlaouenn a-bell, a-us d'ar menezioù.
Sell 'ta, emeve, ur c'houlaouenn en arroud-se !
Aze ne'z eus ti ebet ! O ! Iskis eo an dra-se. Deomp da welet ! Me a lavar deoc'h n'eo ket un ebat kerzhout en noz a-dreuz ar menezioù Are. Meur a wech on bet kouezhet, kribiñset va daouarn gant an drez hag ar spern. A-benn ar fin e oan en em gavet el lec'h ma'z edo ar c'houlaouenn ha diouzhtu em boa anavezet Menez-Sant-Mikael, hag ar c'houlaouenn a zeue eus ar chapel. E-pad ma'z edon o pignat war ar menez e kleven mouezhioù o tont deus ar chapel, un doare laz-kanañ iskis, a seurt ma ne'm boa bet klevet biskoazh em buhez.
Lopañ a ris war dor ar chapel a oa serret, hag e teuas un den kozh da zigeriñ din. Kozh-Noe e oa, gwenn-sin e vlev, ur sae gwenn-kann gantañ.
- Noz vat deoc'h, emezañ, deuit e-barzh, va den.
- Noz vat, a respontis. Piv oc'h-c'hwi ?
- Me eo Sant Mikael, emezañ, patron ar chapel-mañ.
- Hañ ! Sant Mikael ! Ne gave ket din e veze ofisoù ken er chapel-mañ ?
- O ! paotr paour, a lavaras-eñ, pell zo eo dilezet va chapel gant an dud ; abalamour da se e tigoran anezhi da loened ar menezioù, hag hiziv emaint o lidañ gouel Nedeleg.
Pa oan aet e-barzh e oan chomet sebezet, bamet o welet laz-kanañ al loened. Ur strollad moc'h-gouez a oa oc'h ober mouezhioù gros, ur strollad yourc'hed oc'h ober mouezhioù skañv hag ur strollad lern oc'h ober mouezioù skiltr, hag er c'hostez e oa ur strollad gedon o vuzikat gant raoskl hag ur strollad all, ur strollad kizhier-koad, o vuzikat gant delioù gwez. Hag un drugar e oa o gwelet hag o c'hlevet.
Ha d'an ampoent, ur pemoc'h-gouez hag a oa a-dreñv va c'hein a lopas din war va skoaz.
- Noz vat deoc'h, emezañ ; c'hwi eo Tad Nedeleg an dud ?
- Ya, emeve, me eo.
- Ma ! Me eo Tad Nedeleg al loened.
- A ! Noz vat, a respontis en ur stardañ e bav dezhañ.
- Heum ! Madigoù zo ganeoc'h e-leizh evit doare, emezañ, en ur sellet en va man.
- Ya, emeve, chom a ra ur guchennig ganin ; ha moaien am eus reiñ un draig bennak deoc'h da reiñ d'ho loened bihan.
- O ! emezañ, me am eus ar pezh a ranker ganin ivez ; sellit amañ !
Gwir e oa, avat. Ur manikinad a oa en e-gichen ivez hag a oa leun-barr, met ne welen ket petra a oa e-barzh, goloet e oa gant ar brug.
- Ha ! emeve, gwelet a ran ez eus traoù e-leizh ganeoc'h ivez, met kement ha ma'z on deuet betek amañ, e karfen reiñ un tañva eus ar pezh a zo ganin d'ho loened bihan.
Hag ar pemoc'h-gouez a chomas da sellet ouzhin, ur mousc'hoarzh war e vuzelloù.
- Ha ma rafemp trok ? emezañ.
- Ha met n'eo ket ur mennozh fall, ne'm boa ket soñjet en dra-se.
- Mat, deuit diouzhtu da ingalañ ar pezh zo ganeoc'h dezho !
O ! Degemeret mat on bet, a c'helloc'h da grediñ.
Ur farsite o welet anezho o lipat o mourroù diwar ar chokolad hag ar c'houignoù. Ar boñbonoù avat a veze debret paper hag all.
Ha goude-se, neuze, ni ar re vras, hor boa bet ivez pep a vanne gwin graet gant mouar ha kistin ha kraoñ-kelvez, ha n'eo ket cholori ha chaok a vanke, anat eo !
Ha mareoù peder eur diouzh ar mintin e welen al loened o komañs digeriñ o genoù, krog ar c'hoant kousket enno. Oc'h en em brientiñ da vont kuit edon.
Ha goude bezañ lavaret kenavo ha trugarekaet anezho holl, edon war-nes sammañ ar man ouzh va c'hein evit mont en hent, pa lavaras ar pemoc'h-gouez... Tad Nedeleg al loened din :
- Mes n'ho peus ket sellet ha petra zo en va man, a lavaras din.
- Ha nann, nann, avat, emeve, gwir eo.
Pa'm oa tennet ar brug kuit, darbet e oa bet din kouezhañ war va revr.
- Karotez ! Ne'z eus nemet karotez e-barzh !
- N'ho peus ket an aer da vezañ re gontant, emezañ.
- Heuñ ! Heuñ ! Peadra am eus da vezañ chalet. Warc'hoazh em eus da Blougerne da vont da welet ar Baganiz ahont. Hag ar re-se o deus karotez a-walc'h e-doug ar bloaz. N'ouzon ket peseurt penn a raint pa vo roet karotez dezho evit prof Nedeleg.
- O ! ya, mes ar re-mañ a zo karotez « bio » ! emezañ, gant un aer sirius.
- Karotez « bio » e c'hellont bezañ sur, marteze, mes karotez n'int nemet karotez.
Antronoz pa oan en em gavet e Plougerne, Goulc'han Kervella a lavaras din :
- Marteze, Yann, e vefe mat dit kontañ un istor dezho, a-raok reiñ o frofoù dezho.
- Ya, a soñjen ennon va-unan, marteze e paseo gwelloc'h ar c'harotez.
Setu me da gontañ dezho ar pezh a oa c'hoarvezet ganin en devezh a-raok. A ! Selaouet on bet neuze. Ne gleved grik ebet. Met pa'm boa diskouezet dezho petra o doa da gaout evit prof, neuze avat, e oant chomet balbous, dispourbellet o daoulagad, digor o genoù ganto. Hag unan eus ar baotred, Saig e anv, a c'houlennas diganin :
- Karotez « bio » int, sur eo ?
- O ya, sur e c'hellez bezañ, Saig. Al loened ne zebront ket forzh petra.
- O ! Mat ! a lavar Saig, neuze ho peus graet un afer vat.