Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : ar mare (p.36)

Gant Denez Abernot
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gant tre ne c’hellemp mont nemet d’an hantervare peogwir, a-raok, e oa karregeier e-kichen an tour-tan ha ne oant ket goloet hag e oa dañjerus da vont. Setu a-benn ar fi n d’an tre, e Kereon, n’az poa ket nemet un eur pe ziv ’lec’h ma veze posupl d’ober al labour. Eus an tu all, d’al lanv e rankemp gedal ivez an hanter-vare peogwir e oa ur vazenn just kichen an tour-tan hag a gustume reiñ war ar vag. Setu e rankemp gedal e vije uhel a-walc’h ar mor, evit ma vije goloet mat ar garreg-se. A-hend-all, ar bernioù-mor a strake war pont ar vag hag e oa aes da gas ar baotred er mor. Pep tour-tan en deus… n’en deus ken nemet un tamm prenestr da vont d’e gaout.