• Gant Denez Abernot
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Re zañjerus eo labourat gant avel a-benn abalamour ar bernioù-mor a deu da strakal war ar vag hag a zo gouest da gas an dud er mor. Setu, lakomp, pa oa gwallamzer kostez an avel izel, mervent pe en tu-se e reomp gant tre peo gwir aze hon oa an avel a-dreñv. Kompren a rez. Setu, evel-just, an avel a gase ac’hanomp war an tour-tan… met teurel evezh a reomp, ma kerez. Dañjerusoc’h e vije bet ober ar c’hontrol, kompren a rez. Ha pa veze gwallamzer eus an avel uhel e reomp gant lanv. E-mod-se edo atav an avel a-dreñv. Setu, din-me da gontrolliñ ar vag da c’houde da nompas mont a-benn d’an tour-tan. Met ar mor ne strake ket… ne roe ket war ar vag.