Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Vorgium

Gant Ifig Calvez
Tennet eus Fichennoù istor evit an eil derez + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Fichennoù istor evit an eil derez

Da selaou en ur sellet ouzh ar fichenn Vorgium, ur gêr roman en Arvorig.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Vorgium a oa bet savet e fin ar I kantved kent J-K, moarvat, pa oa bet aozet a-nevez an impalaeriezh gant an impalaer Aogust. Kêr-benn keoded an Osismed an hini oa. Anavezet eo an anv Vorgium a-drugarez d’ur gartenn eus ar Grennamzer graet « taolenn Peutinger » anezhi. Un eilskrid eus ur gartenn bet savet er IVre kantved goude J.-K. e oa, hervez an istorourien. Engravet e oa an anv Vorgium ivez war ur peul miler bet dizoloet war kumun Mêl-Karaez.

E keodedoù zo e oa deuet ar gêr-benn c’halian da vezañ kêr-benn ar geoded roman, da skouer Darioritum (Gwened), kêr-benn ar Veneted. E keodedoù all e oa bet savet ur gêr nevez penn-dabenn, evel e Vorgium. Sellit mat ouzh ar gartenn, er bajenn gentañ : kreizig-kreiz politikel keoded an Osismed e oa e kroashent hentoù-meur ar mare-hont.

Sellit mat, bremañ, ouzh plan Vorgium, pajenn 4, bet lakaet war-wel gant an arkeologourien : an holl straedoù zo eeun hag a-skouer gant ar re all. O vezañ ma ne oa netra a-raok, moarvat, o doa gallet ar ventourien dibab un ahel a-blaen (reter-kornog), graet decumanus maximus anezhañ, hag unan all a-serzh (norzh-su), anvet cardo maximus. Diwar an daou-se e oa bet savet ar straedoù all.

Kêr vrasañ an Arvorig e oa Vorgium, 260 devezh-arat oc’h ober anezhi, pa ne oa nemet 180 devezharat e Condate (Roazhon) ha 80 devezh-arat e Darioritum (Gwened). E kêr-benn pep keoded e kaved ur forom, kibelldioù pe termoù publik hag ur c’hoariva. Ken gwir all e oa e Vorgium ivez. Met diaes eo kavout roudoù anezho o vezañ m’emaint dindan kêr Garaez, ma’z eus anezho.

Un dra avat zo bet kavet hag a ziskouez pegen galloudus e oa Vorgium d’ar mare galian-ha-roman : un doursan a oa, bet savet er c’hantved kentañ goude J.-K. hag hiraet kalz e fin an eilvet kantved. Ur pezh-mell labour a oa bet kaset da benn evit degas dour e kêr : korzennoù mañsonet war meur a gilometr ; un tunnel, 900 metrad a hirder dezhañ, dindan dorgenn Kervoagel hag un dourbont, ken hir all, a-hed an hent a gase da gCondate. N’eus kêr all ebet en Arvorig gant un doursan evel hennezh.

E fin an IIIe kantved e oa bet bec’h en impalaeriezh ha gwall-skoet e oa bet Vorgium diwar-se : an hentoù a oa aet da fall ha meur a di a oa bet dilezet e kêrbenn an Osismed. Ouzhpenn-se e oa bet savet kastell Brest d’ar poent-se ha kaset e oa bet di ar galloud politikel moarvat, hag aet d’e heul ar pennoù bras. Daoust da se e oa chomet pinvidien e Vorgium : unan anezho a savas un domus, 2 000 m2 dezhañ, e lec’h ma oa bet tri domus kent, e fin an IIIe kantved pe e penn-kentañ ar IVe kantved.