• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun
Ur pennad-kaoz gant François Spinec, eus Enez‑Sun
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Labourerien-douar zo war an enezenn ?
Labourerien-douar n’eus ket. Amañ gwechall, tout an douar a oa labouret, pa veze leun a dud. Bremañ, an douaroù n’int ket mui labouret, tud a ra legumajoù en o jardin met mod-all, an douar n’eo ket labouret. Koulskoude eo douar mat peogwir e veze avaloù-douar mat en enezenn. Met bremañ e tlefe dont un den yaouank da labourat an douar evit kaout legumaj war an enezenn.