• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun
Ur pennad-kaoz gant François Spinec, eus Enez‑Sun
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pet den zo o chom war an enezenn ?
N’omp ken mui leun a dud. Me ’m eus anavezet pa oan yaouank trizek kant a dud ba’ Kêr. Bremañ n’omp ken mui kant ugent e-kreiz ar goañv.
Ha pet den zo e-pad an hañv ?
En hañv, me ’soñj din e-kreiz an hañv e tle bezañ war-dro daou vil a dud ba’ Kêr. Leun a dud a deu da welout ac’hanomp.