• Gant Denez Abernot
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Denez Abernot, ginidik eus ar Vro-Bagan.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Pa vez ar mare o skeiñ en un tu bennak ’lec’h ma vo ur garreg pe ur maen pe un tour-tan pe ne ouezan ket, tro-kein pep maen ez eus un tammig goudor. An dra-se a vez graet e brezhoneg ar revor pe ar reor pe an noa. E Molenez e vez lavaret an noa. Amañ e vezo lavaret an divare. Seul vui, zokennoc’h, e vezo kreñv ar mare seul vui e vezo frank, ma kerez, da zivare, tro-kein ar maen. Pa vez ur marvor, ma ke rez, ne vezo ket ken kreñv ar mare. Setu e vezo muioc’h a vordel e traoñ an tour-tan. Ar revor n’eo ket ken frank ma kerez. Dont a ra bernioù mor da strakal e-kreiz ar revor. Setu, e traoñ an tour-tan e vezo diaesoc’h labourat evit ma’z eo gant reverdi vras. Setu e rankez mont da lakaat da fri, lakaat da vag er revor, pezh a zo diaes-kenañ peogwir, a-wechoù, e lavaran dit, ez eus etre ar revor… etre uhelder ar revor hag uhelder ar mor e-kichen ez eus daou pe dri metr. Spontus eo da welet heñ. Setu, ma’z afes da lakaat fri da vag ’barzh hennezh emaout ruilhet ha diruilhet hag emaout echu.