• Gant Herve Guilcher
• Tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 36 : Enez-Sun
Ur pennad-kaoz gant Herve Guilcher, eus Enez‑Sun
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Peseurt pesked a vez kavet er mor ?
Peseurt pesked ? A bep seurt, c’hwi a oar… Ni a gav mat ur pesk hag eo disteñget, mes ne vez ket gwerzhet kalz anezhañ peogwir zo re a skant warnañ… Ar gwrac’hed eo… An drein a ranker goût chukat… Me n’on ket jenet, me a ziskant anezho ! Mes hennezh eo ar pesk ma zo, evidon, ar gwellañ. Goude-se ho peus silioù… Aze eo arru mare ar brezhilli bremañ. Ur brezhell, brezhilli.