Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Gouel al lapined

Gant Yann-Fañch Kemener, Rémi Derrien ha Nicole ar Vourc'h
Tennet eus Gouel al lapined + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Gouel al lapined

Un istor savet gant Marivon Berr, bet embannet er gelaouenn Cholori e 1987. Kontet gant skipailh Sten Charbonneau.

+ Poelladennoù lenn ha kompren (live CP-CE, stumm PDF)

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Gouel al Lapined a vo warc'hoazh hag en noz-mañ ne gousko ket kalz Mammig Lapin. E soñj emañ da fardañ ur wastell evit he bugale kousket don en o gwele.

Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar yarig rous he mignonez, kousket he fenn ganti dindan hec'h askell.
— Yarig, yarig rous, dihun 'ta ! 'Benn warc'hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur vi da fardañ ur wastell evit ma bugale…
N'emañ ket pell ar yarig rous o kavout ur vi e-touesk ar plouz tomm. Ha Mammig Lapin da lakaat ar vi e-barzh he faner.
— Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh d'ar gouel a grogo 'tro teir eur !

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ al logod, kousket en o zoull.
— Logod, logod, dihunit 'ta ! 'Benn warc'hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus bleud da fardañ ur wastell evit ma bugale…
N'emañ ket pell al logod o tastum greun hag o malañ etre daou vaen. Ha Mammig Lapin da lakaat ar bleud en ur podig hag e-barzh he faner e-kichen vi ar yarig rous.
— Kenavo ha trugarez, logod ! Deuit holl d'ar gouel. War-dro teir eur e krogo.

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar gwenan, kousket en o ruskenn.
— Gwenan, gwenan, dihunit 'ta ! 'Benn warc'hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus mel da fardañ ur wastell evit ma bugale…
N'emañ ket pell ar gwenan o leuniañ ur podig gant mel. Ha Mammig Lapin da lakaat ar podig mel en he faner e-kichen vi ar yarig rous ha bleud al logod.
— Kenavo ha trugarez, gwenan ! Deuit holl d'ar gouel, 'tro teir eur e krogo.

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar vuoc'h, kousket er prad.
— Buoc'h, buoc'hig, dihun 'ta ! 'Benn warc'hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur bannig laezh da fardañ ur wastell evit ma bugale…
N'emañ ket pell Mammig Lapin o c'horo ar vuoc'h hag o leuniañ ur podig gant laezh, hag hi da lakaat ar podad laezh en he faner e-kichen vi ar yarig rous, bleud al logod ha mel ar gwenan.
— Kenavo ha trugarez, buoc'hig ! Deus warc'hoazh d'ar gouel gant da diegezh, da deir eur e krogo.

Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar c'hazh-koad, kousket er wezenn.
— Kazh-koad, kazh-koad, dihun 'ta ! 'Benn warc'hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus kraoñ-kelvez da fardañ ur wastell evit ma bugale…
N'emañ ket pell ar c'hazh-koad o tastum kraoñ-kelvez. Ha Mammig Lapin da lakaat ar c'hraoñ-kelvez en he faner e-kichen vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan ha laezh ar vuoc'h.
— Kenavo ha trugarez, kazh-koad ! Deus warc'hoazh d'ar gouel gant da diegezh, 'tro teir eur e krogo.

Deuet eo Mammig Lapin en-dro d'ar gêr leun he faner ha graet he deus buan toaz ar wastell gant vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan, laezh ar vuoc'h ha kraoñ-kelvez ar c'hazh-koad.
Lakaet he deus goude-se ar wastell da boazhañ er forn ha gant ar c'hwezh vat an hini eo bet dihunet al lapined bihan.
Ranket o deus gortoz betek teir eur a-raok kregiñ gant ar gouel.

Nag a dud ! Aze e oa ar yarig rous gant ar c'hog hag ar poñsined, al logod, ar gwenan, ar vuoc'h, an tarv hag al leue, ar c'hizhier-koad. Dañsal ha kanañ a oa bet graet betek debriñ ar wastell hag evañ ur banne chug-karotez… Na mat !

Siwazh, e oa al lapined bihan o soñjal, ne vez graet ur gouel a-seurt-se nemet ur wech ar bloaz…