• Gant Paul Salaun
• Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !
Pozioù ha muzik : hengounel
Kan : Paul Salaun
Violoñs : Xavier Lecomte
Gitar : Alain Léon
+ Poelladennoù d'ober (live CP-CE, stumm PDF)
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Va breur Jakez, va breur Jakez
Kousket out, kousket out ?
Deus da zebriñ krampouezh
Deus da zebriñ krampouezh
Gant laezh dous, gant laezh dous.
Va breur Jakez, va breur Jakez
Bouzar out, bouzar out ?
Echu an dijuniñ
Ret e vo dit yuniñ
Te ’gar re da wele.
Va breur Jakez, va breur Jakez
Kreisteiz eo, kreisteiz eo !
Klev ar yod o vouilhañ
Klev ar c’hig o fritañ
Merenn eo, hast afo !
Va breur Jakez, va breur Jakez
Marv out, marv out ?
Merenn a zo debret
Hag ar pladoù skaotet
N’ez po mann, betek koan.
Va breur Jakez, va breur Jakez
Prest eo koan, prest eo koan !
Te ’vo re ziwezhat
Ne vo tra da lipat
Te ’raio kof goullo.
Va breur Jakez, va breur Jakez
Noz-du eo, noz-du eo !
Bremañ ’c’hellez gedal
Bremañ ’c’hellez roc’hal
Roc’h, roc’h, roc’h, ’vel ur broc’h.