Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Yannig an difouper neizhioù

Gant Ifig Flatres ha Christian Rivoalen
Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !

Pozioù : dastumet gant Paotr Treoure
Muzik : ton hengounel

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

– Kavet ’peus da saout ’ta, Yannig
Kavet ’peus da saout ’ta ?
– Ne ’m eus ket, ne ’m eus ket
Gwelloc’h ’vito ’m eus kavet.

– Petra ’peus kavet ’ta, Yannig
Petra ’peus kavet ’ta ?
– Un neizh pig, un neizh bran
Hag un neizhig laouenan.

– Peseurt vioù ’zo ’barzh ’ta, Yannig
Peseurt vioù ’zo ’barzh ’ta ?
– Unan ruz, unan gwenn
Unan glas, unan melen.

– Degas din unan ’ta, Yannig
Degas din unan ’ta.
– Ne rin ket, ne rin ket
Ar re-se ’zo ’vit ma gwreg.

– Peseurt gwreg az peus ’ta, Yannig
Peseurt gwreg az peus ’ta ?
– Unan vihan, unan vrav
Hag a sav abred atav.