• Gant Herri Morvan
• Tennet eus Fablennoù La Fontaine + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Fablennoù La Fontaine
An destenn-mañ zo bet skrivet gant Visant Seite evit kenstrivadegoù Bleun-Brug ar skolioù.
An enrolladenn-mañ zo un enrolladenn a orin, eus Bleun-Brug 1961. Herri Morvan, 10 vloaz, eus Gwiseni, zo o tibuniñ ar fablenn.
Fablennoù
Embannet e vo ul levr-CD Fablennoù e fin ar bloavezh 2019. Ar fablennoù-se zo bet troet pe kentoc'h « adaozet » gant skrivagnerien evel Paotr Treoure, Le Strat-Kerhored, Daniel Doujet, Visant Seite, Cozanet, Prosper Proux.
Enrolladennoù eus un nebeud fablennoù a vo lakaet war lec'hienn TES a-nebeudoù, d'ar skolaerien ha d'ar skolidi da c'hellet studial an danvez lennegel-mañ a dalvoudegezh.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Un dañvadig er geot flour
En ur wazhig ’eve dour :
Kalz uheloc’h ’n ur prad all
Ur bleiz a rae kemend-all.
Hag e tired ar bleiz kozh,
Lemm e zent ha moan e gof :
« Te, emezañ, loenig rouz
A ra din evañ dour lous !
– Louzañ an dour ne c’hellan ket.
Me zo izeloc’h en dour red !
– Eo. Ouzhpenn, bremañ zo bloaz
Va zamallet az peus c’hoazh.
– Ho tamall bremañ zo bloaz ?
Met ne oan ket ganet c’hoazh !
– Da vreur neuze... rak me ’oar...
– Me ne’m eus na breur na c’hoar.
– Neuze sur ez eo da dud. »
Ha droug ennañ, ar bleiz yud
A lamm war an oanig mat
Hag hen debr e-kreiz ar prad.
Kañv da’m dañvad Penngornig,
Kañv da’m dañvadig mat.