• Gant Guillaume Lasbleis
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Guillaume Lasbleis, ginidik eus Plogoñ.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Da gentañ e vez lavaret : un den a ya en un tour-tan a rank goût ober pep tra. Setu e veze desket deomp : ajustage, chaudronnerie, menuiserie, par exemple, ma oa drailhet ar prenestr, beñ, ni a ranke goût penaos renkañ en-dro. Setu e ranker (goût) un tammig tout. Goude : polevat, bolo giz ma vez lavaret ivez, gant ur c’hanod,… tout micherioù ar mor a ranker goût. Dija pa oamp auxiliaires hon oa desket gant an dud a oa titulaires… hon oa desket penaos ober tro-war-dro an tan. Ni, pa oamp komañset e oa tout tourioù-petrol, tout gant gaz de pétrole. Setu an dra-se, evidomp-ni, ne oa sekred ebet.