• Gant Fulup ar Gwern
• Tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD) + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus C’hoari e brezhoneg (CD)
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Yann Gorrig o tañsal (2 wezh)
Gant e viz o tañsal (2 wezh)
Gant e viz, viz, viz, (2 wezh)
Giz-se ’tañse Yann Gorrig.
Yann Gorrig o tañsal (2 wezh)
Gant e zorn o tañsal (2 wezh)
Gant e zorn, zorn, zorn,
Gant e viz, viz, viz,
Giz-se ’tañse Yann Gorrig.
Yann Gorrig o tañsal (2 wezh)
Gant e vrec’h o tañsal (2 wezh)
Gant e vrec’h, vrec’h, vrec’h,
Gant e zorn, zorn, zorn,
Gant e viz, viz, viz,
Giz-se ’tañse Yann Gorrig.
Yann Gorrig o tañsal (2 wezh)
Gant e skoaz o tañsal (2 wezh)
Gant e skoaz, skoaz, skoaz,
Gant e vrec’h, vrec’h, vrec’h,
Gant e zorn, zorn, zorn,
Gant e viz, viz, viz,
Giz-se ’tañse Yann Gorrig.
Yann Gorrig o tañsal (2 wezh)
Gant e benn o tañsal (2 wezh)
Gant e benn, benn, benn,
Gant e skoaz, skoaz, skoaz,
Gant e vrec’h, vrec’h, vrec’h,
Gant e zorn, zorn, zorn,
Gant e viz, viz, viz,
Giz-se ’tañse Yann Gorrig.
Ha kement-all gant gerioù all :
Gant e gorf
Gant e c’har
Gant e droad
Gant e revr