• Gant Auguste Carvennec
• Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh
Auguste Carvennec, ginidik eus Lezardrev.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
O ma Doue, labourat war ar pentur, piquer la rouille, oc’h ober la maçonnerie, tout. Met e oan o labourat amañ, ’barzh an douar. Ha goude neuze e oa ezhomm tud da vont ’barzh tour-tan peogwir on bet pemp bloaz auxiliaire. Hag an ingénieur en doa goulennet ganin : « Est-ce que ça vous intéresse les phares ? » Marteze, ya. He me oa akord evit mont ’barzh tour-tan. An hini kentañ am eus graet e oa le Grand Léjon ha goude neuze on bet ’barzh ar C’hern ivez. Hag on bet er Jentilez, peotramant, en Enez-Manac’h pe… on bet aze ivez. Ha goude neuze, em boa graet à peu près pemp bloaz… pevar bloaz. Ha neuze on bet ’barzh ’n Enez-Ré, er skol, e-pad c’hwec’h miz. Ya, ha goude on bet nommet ’barzh an Triagoz, en 69. Pemzek vloaz ’m eus graet aze, ya. »