Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

An tourioù-tan : mont da c'hardian (p.32)

Gant Christian Toupin
Tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh

Christian Toupin, ginidik eus Kallag.

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Me zo ganet ’ba Kallag. Ma dad a zo o terc’hel douar. Normalamant, me ne oan ket kap… Añfeñ, me ’bije ket soñjet mont war vor e-mod-se. Amañ vije yer ’ba Plouegat-Moisan… a oa ur plac’h aze hag am eus goulennet diganti pelec’h e oa he merc’h peogwir daou viz a-raok e oa aze. Hag he doa lavaret din beñ… komañset da labourat ba an arsanailh ’ba Brest. Ha boñ, ha peseurt mod he deus graet ? Beñ bez’ he deus tremenet ur c’honkour. Met pelec’h he deus gwelet-se ? ’Ba ar journal, ur wech bep bloaz e vez gwelet ar c’honkourioù. Ha boñ, me ’m eus ar journal bemdez e vo ret teurel pled deus-se neuze. Hag em eus taolet pled deus-se hag em eus gwelet ur c’honkour gardien de phare. Met an anv ne oa ket-se gardien de phare e oa électromécanicien de phare. Ha me ne ouien ket petra (oa) se. Boñ e oan aet da dremen ar c’honkour ’ba Brest hag a oa bet lâret din électromécanicien de phare se zo tud ’ba phare. Met me ne ouien ket e oa tud ’barzh ha ne ouien ket e oa farioù dija peogwir ne oan bet gwech ebet ’ba ur vag, gwech ebet. Ha neuze em boa tremenet ar c’honkour. Donc e oan bet ur bloaz ’ba’r skol ’ba Brest. Ha goude zo bet mutations. Ar mutations a oa ’ba Nord Frañs, Calais, Dunkerque pe Le Havre. A-hend-all e oa ’ba’r c’hreisteiz, Sète, la Corse. Me oa aet d’ar c’hreisteiz.