• Gant Clarisse Lavanant
• Tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri ! + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus 1, 2, 3… kanañ a ri !
Pozioù ha muzik : Joel Merien. Gitar : Soig Sibéril.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Gwelet em eus e kêr
Ur wezenn Nedeleg
A skede he gouloù
Hag he garlantezioù.
Nedeleg laouen
Nedeleg laouen
D’an holl !
Gwelet em eus un den
Gantañ ur vantell ruz
A roe madigoù
Ha kouignoù a-wechoù.
Gwelet em eus an erc’h
A c’holoe ar vro
Ar vugale vihan
O c’hoari war an hent.