• Gant Célestin Maguer
• Tennet eus Taboulin 34 : Ar c’hezeg + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 34 : Ar c’hezeg
Ur pennad-kaoz gant Célestin Maguer, saver kezeg e Gwineventer.
– 1. Da betra e servij ar c’hoñkourioù kezeg ?
– 2. Piv a gempenn ar c’hezeg a-raok ar c’hoñkour ?
– 3. Daoust hag-eñ ho peus gounezet ur priz ?
– 4. Daoust hag ho kezeg a vez a-wechoù o c’hoari, o vont e breskin ?
– 5. Petra a zebr ar c’hezeg ?
▶ 6. Daoust hag e labouroc’h ho parkeier gant kezeg ?
– 7. Penaos e vez pareet ar c’hezeg klañv pe gloazet ?
– 8. Plijadur ho peus gant ar c’hezeg ?
– 9. Pet miz e chom an hini bihan e kof ar vamm-gazeg ?
– 10. Penaos gouzout o oad ?
– 11. Petra a c’hell bezañ pouez ul loan ?
– 12. War-dro pe oad e vez sternet ul loan ?
– 13. Piv a laka dezho o zreid-houarn ?
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ne vez ket graet ken avat. Unan bennak zo oc’h ober met ne vez ket graet ken. Me ne ran ket. Sternañ ’m eus bet graet, ya, met bremañ on kamm, poan em memproù ha dreist-holl ’barzh va fenn-glin. Hag a-benn sternañ ul loan, ur gazeg, e rankoc’h ober atañsion, rak n’eus ket a zroad d’en em dromplañ. Ma en em dromplez ur wech, ha ma ne zalc’hez ket anezhi mat ha ma’z a kuit diganez, an dra-se a chom pell, pell e penn ar gazeg. Ul loan en deus ur spered spontus. Me a garfe o dije an dud ur spered da zerc’hel soñj e-giz ma ra ul loan. Ul loan a zalc’h soñj e-pad pell, pell…