• Gant Pierrick Mellouet
• Tennet eus Taboulin 34 : Ar c’hezeg + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 34 : Ar c’hezeg
Ur pennad-kaoz gant Pierrick Mellouet diwar-benn ar c’hezeg e Breizh.
– 1. Peseurt labourioù a veze graet gant ar c’hezeg en tiez-feurm en 20vet kantved ?
– 2. Pet loan-kezeg a veze en tiez-feurm ?
– 3. E pelec’h e veze lojet ar c’hezeg ?
– 4. Peseurt ostilhoù a veze staget ouzh ar c’hezeg ?
– 5. Da betra e servije c’hoazh ar c’hezeg estreget labourat an douar ?
– 6. Piv a rae war-dro ar c’hezeg ?
– 7. Betek peseurt bloavezhioù e veze labouret an douar gant ar c’hezeg ?
▶ 8. Daoust hag aes eo bet d’al labourerien-douar ober gant an traktourien ?
– 9. Peseurt peizanted a labour c’hoazh gant ar c’hezeg ?
– 10. Daoust hag implijet e vo muioc’h ar c’hezeg en amzer da zont ?
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Buan a-walc’h o deus desket ober gant ar mekanikoù-se. Met bresañ a raent muioc’h an douar eget ar c’hezeg setu ne oa ket kontant ar re gozh ! Ar re-mañ a lavare ivez ne oa ket ebeulien gant an traktour ! Met ne oa ket kreñv a-walc’h an arguzenn-se evit derc’hel ar c’hezeg. Buan-kenañ eo bet kemeret o flas gant ar mekanikoù er bloavezhioù 1960.