• Gant Daniel Carré, Patrick Dréan, Ivona Arzur ha Konan De Parscau
• Tennet eus An tri arzh + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus An tri arzh
Albom embannet gant TES e 2009 diwar an destenn bet embannet gant al Liamm e 1963.
Gant mouezhioù : Daniel Carré (ar c’honter), Patrick Dréan (an arzh), Ivona Arzur (an arzhez), Konan De Parscau (an arzhig).
Enrollet e studio Radio Bro Gwened, Pondi. Frammañ ha sonerezh gant Samy Belkaïd.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Ur wezh e oa ur verc’hig o veviñ gant he zad hag he mamm en un ti bihan tost doc’h ur c’hoad bras.
Dre ma oa he blev melen rodellet hañval doc’h an aour e oa bet anvet Rodellig Aour.
Un deiz e yeas Rodellig Aour da bourmen er c’hoad.
Plijout a rae dezhi sellet doc’h ar yourc’hed hag ar c’hizhier-koad ha dastum ar bokedoù kaer a greske eno.
Un tiegezh arzhed a oa o chom er c’hoad-se : un arzh bras, un arzh krenn hag un arzhig. An deiz-se e oant aet da bourmen, int ivez, en ur lezel dor an ti damzigor.
Dre forzh kantren ec’h erruas Rodellig Aour dirak ti an arzhed. Biskoazh n’he doa gwelet un ti bihan ken brav.
Skoiñ a reas doc’h an nor. Respont ebet… hag e yeas tre.
E-barzh ar sal e oa teir zaol : un daol vras, un daol grenn hag un daol vihan. Klask a reas Rodellig Aour azeziñ doc’h an daol vras, met re vras e oa.
Klask a reas azeziñ doc’h an daol grenn, met re vras e oa homañ c’hoazh. A-benn ar fin ec’h azezas doc’h an daol vihan. Doc’h he ment e oa honnezh.
War un daol arall, un daol hir, e oa teir bolenn : unan vras, unan grenn hag unan vihan. Sellet a reas Rodellig Aour doc’h ar soubenn er volenn vras : re domm e oa. Tañva a reas ar soubenn er volenn grenn : met re domm e oa c’hoazh.
Kemer a reas ar volenn vihan neuze : mat e oa ar soubenn-mañ, ken e tebras Rodellig Aour ar volennad a-bezh.
E-tal an oaled e oa teir c’hador, ur gador vras, ur gador grenn hag ur gador vihan. Ken bras e oa ar gador vras, ken na c’hellas ket Rodellig Aour azeziñ warni. Re vras e oa c’hoazh ar gador grenn.
Ar gador vihan a oa doc’h he ment : azeziñ a reas warni met, rak ! setu torret ar gador.
Monet a reas Rodellig Aour e-barzh ar gambr-gousket neuze. Tri gwele a oa enni : ur gwele bras, ur gwele krenn hag ur gwele bihan. Klask a reas pignat e-barzh ar gwele bras, met re uhel e oa. En em astenn a reas war ar gwele krenn, met re galet e oa.
A-benn ar fin en em astennas war ar gwele bihan. Doc’h he ment e oa. Ennañ e chomas da gousket.
Ha setu an tri arzh o tonet en-dro ag o baleadenn : an tad arzh, an arzhez hag an arzhig.
« Petra, petra ! » eme an arzh bras en ur zont tre. « Piv zo bet o klask azeziñ doc’h ma zaol vras ? »
« Ha piv zo bet o klask azezañ ouzh ma zaol grenn ? » eme an arzhez.
« Ha piv zo bet o klask azeziñ doc’h ma zaol vihan ? » eme an arzhig.
« Petra, petra ! » eme an arzh bras o sevel e vouezh vras uheloc’h c’hoazh. « Piv zo bet o sellet doc’h ar soubenn em bolenn vras ? »
« Ha piv zo bet o tañva ar soubenn em bolenn grenn ? » eme an arzhez gant he mouezh krenn.
« Ha piv zo bet o tebriñ soubenn em bolenn vihan ? » eme an arzhig gant e vouezh vihan.
« Petra, petra ! » eme an arzh bras o vonet a gammedoù bras war-zu an oaled. « Piv zo bet o klask azeziñ war ma c’hador vras ? »
« Ha piv zo bet o klask azezañ war ma c’hador grenn ? » eme an arzhez o vonet a gammedoù krenn.
« Ha piv zo bet oc’h azeziñ war ma c’hador vihan hag en deus torret anezhi ? », eme an arzhig o vonet a gammedoù bihan.
Neuze e yeas an tri arzh e-barzh ar gambr : an arzh bras da gentañ, an arzhez goude, hag an arzhig war o lerc’h.
« Petra, petra ! » eme an arzh bras. « Piv en deus klasket pignat e-barzh ma gwele bras ? »
« Ha piv zo bet o c’hourvez war ma gwele krenn ? » eme an arzhez.
« Ha piv zo astennet e-barzh ma gwele bihan, hag a zo kousket ennañ c’hoazh ? », eme an arzhig.
Dihuniñ a reas Rodellig Aour.
Spontet e voe o welet an tri arzh e-talti ha lammat a reas diouzhtu dre ar fenestr digor.
« Kemer ar vinotenn war an tu kleiz », a huchas an arzhig dezhi gant e vouezh vihan.
Karet he dehe c’hoari gant un arzhig ken plijus en un ti bihan ken kaer.
Met biskoazh goude-se ne gavas Rodellig Aour hent ti an arzhed…