• Gant Tangi Yekel
• Tennet eus Taboulin 32 : Roazhon + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 32 : Roazhon
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Breizh zo bet staget ouzh Bro-C’hall e 1532. Ugent vloaz war-lerc’h, ar roue Henri II a asant reiñ d’ar Vretoned ur Parlamant. Ar Parlamant-se a oa ur bodad tud e karg. Labour an dud-se a oa ren Breizh dindan galloud roue Frañs. An hanter eus ar barlamantourien a oa Bretoned, an hanter all a oa Gallaoued. E penn-kentañ ne oa savadur ebet evit degemer ar Parlamant.
E 1617 e oa bet divizet e vefe savet ur palez evit degemer tud ar Parlamant. Kroget e oa bet al labourioù e 1618. Echuet e oa bet al labourioù war-dro ar bloaz 1654. Warlerc’h, e-pad 20 vloaz o deus a bep seurt arzourien brudet labouret war kinkladurioù pinvidik ar salioù.