• Gant Tangi Yekel
• Tennet eus Taboulin 32 : Roazhon + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 32 : Roazhon
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
En trede kantved e teuas Barbared da dagañ kêr Roazhon. Dismantret e oa bet kêr. Savet e oa bet ur voger tro‑dro evit difenn kêr. Er pemzekvet kantved ne oa ket plas a‑walc’h er gêr‑gloz. Kresket e voe kêr en tu all d’ar mogerioù difenn.
Er gêr gozh ez eus straedoù strizh. An estajoù uhelañ eus an tiez en daou du d’ar straed zo tost stok‑ha‑stok rak pep estaj zo ledanoc’h eget an estaj dindan. An tiez a oa graet e koad. Torchadoù plouz a oa etre ar pannelloù koad. E straed ar Salmerezh emañ an ti koshañ. Ur bern tiez kozh zo graet gant koad. Tiez all zo graet gant mein.