• Gant Tangi Yekel
• Tennet eus Taboulin 32 : Roazhon + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 32 : Roazhon
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Petra eo ?
An trañsportoù eo an treuzdougen. Ekologel int peogwir e vez diwallet an endro. Eus ar marc’hoù‑houarn hag an dud war‑droad emaomp o vont da gomz.
Kregiñ a reomp gant ar marc’hoù‑houarn. Marc’hoù‑houarn libr‑servij eo ar sistem « Le vélo STAR ». Gant Meurgêr Roazhon eo bet lakaet ar sistem‑se da vont en-dro. D’an 22 a viz Even 2009 e oa bet lakaet e servij. Meur a arsav zo war kêr Roazhon.
Marc’hoù‑houarn evit labourat zo ivez. Ur baner zo stag oute da gas traoù d’an dud.