Dastumad enrolladennoù TES Distreiñ da lec'hienn TES

Retorn d'ar bajenn klask

Roazhon : ar busoù pe ar c’hirri-tan ?

Gant Tangi Yekel
Tennet eus Taboulin 32 : Roazhon + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 32 : Roazhon

⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi

TESTENN :

Petra ober ? Kemer ar bus kentoc’h evit ar c’harr-tan ? Gwelloc’h eo kemer ar bus peogwir e vez kalz a saotradur gant ar c’hirri-tan. Barrennoù houarn zo evit chom war‑sav e‑barzh ar busoù. Disheñvel eo stumm ar c’hirri-tan diouzh ar busoù : hir eo ar busoù, lod zo simpl ha re all zo e stumm un akordeoñs peogwir e tegemeront kalz a dud.
Berr eo ar c’hirri-tan, setu n’eus ket kalz a dud e‑barzh. Alies ne vez nemet un den pa vefe moaien da vezañ pevar pe pemp den zoken en ur c’harr-tan. Stankañ an hentoù a ra ar c’hirri-tan pa vez an dud o vont hag o tont eus al labour : etre seizh eur ha nav eur diouzh ar beure, hag etre pemp eur hag eizh eur diouzh an abardaez.