• Gant Tangi Yekel
• Tennet eus Taboulin 32 : Roazhon + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 32 : Roazhon
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
Abaoe ar 16 a viz Meurzh 2002 ez eus ur metro e Roazhon. Divizet e oa bet sevel ar metro gant kêr Roazhon. Kroget e oa bet al labourioù d’an 8 a viz Genver 1997. Pemp bloavezh e oant padet. Ul linenn nemetken zo evit ar poent. Emañ Meurgêr Roazhon o sevel un eil linenn. Ar metro zo un dra vat evit beajiñ e kêr. Mont a reer buanoc’h gant ar metro evit gant ar c’hirri-tan. Nebeutoc’h a girri zo er straedoù abalamour d’ar metro. Un treuzdougen ekologel eo neuze.