• Gant François Spinec
• Tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe + Gwelet an holl enrolladennoù tennet eus Taboulin 23 : Enez-Groe
Pennad-kaoz gant François Spinec eus Enez-Sun.
⇧ Selaouit an enrolladenn (e krec'h ar bajenn) ⇧ pe pellgargit anezhi
TESTENN :
– Daoust hag e vo tud o vevañ war an enezenn c'hoazh amañ a-benn kant vloaz ?
– Me garfe, met justamant tuchantik 'meus prechet eus a ober électricité er mod all, me 'sonj din ma deufer a-benn d'ober un enezenn brop, un enezenn gant électricité he-unan, gant an dour-mor graet dour dous, e vefe un enezenn gant yaouankiz e garfe dont da vevañ hag e c'hallfer ober leun a artisanat peogwir 'befe an électricité evit netra. 'Peus ken sellet ur potier pe forzh petra evit lakaat ar vachin da dreiñ, ma defe électricité evit netra e garfe gwelloc'h dont da labourat en hon enezenn egiztomp en trankilite evit chom en tu all ha paeañ keroc'h. Setu me 'soñj din mag eor en direction-se e soñj din e teufe leun, muioc'h a dud da bevañ en hon enezenn, met me 'soñj din eo dre an dra-se e teufomp a-benn d'en em sortial.